Ar roudoł koshań

5vet-19vet kantved

Abaoe an 20vet kantved

 

Gevellań

Kźrioł gevellet

Kembraeg-
Brezhoneg

Sevenadur

Liammoł

Luc'hskeudennoł

 

E bro Gembre           E Breizh

 

*        E bro Gembre, ...

E penn kentań an 20vet kantved en deus Ambrose Jones pouezet kalz evit adsevel al lennegezh gembraek, dre ma lakae war wel e c’halle gwerzennoł brav bezań savet e kembraeg. Unan eus diazezerien ar vroadelouriezh gembreat ez eo eń. Gantań eo bet meizet e oa eus ar yezh un elfenn diazez eus identelezh an dud.

 Goude ar brezel bed kentań e verzer e vez dilezet ar c’hembraeg en tiegezhioł. Desavet e vez ar vugale e saozneg, padal e komz kembraeg o zud. O sońjal e oa deus ar c’hembraeg merk ur renkad izel, lod eus n dud o kaver gwell’ « dont da vezań Saoz ».

 E 1925 eo bet krouet Strollad broadelour Kembre, Plaid Cymru, gant John Saunders Lewis. Pal ar strollad eo lakaat ar Saozon da intent he deus Kembre hec’h ezhommoł dezhi, ha n’eo ket re bro saoz he re dezhi ken nebeut. Evit gwellat stad ar c’hembraeg er vro e stourm ivez.

 E 1942, gant akt Lez-varn Kembre (Welsh Court Act) e vez aotreet d’ober gant ar c’hembraeg dirak al lezioł-barn, pa ne oa tu d’ober gant ar saozneg hepken a-raok. Met aet war ziskar ar c’hembraeg, diskennet niver an dud gouest d’ober gantań, en takadoł industriezh hag er re a sko ouzh Bro Saoz dreist-holl. Ret neuze reiń e lec’h d’ar c’hembraeg er skolioł en-dro. Daou vloaz war-lerc’h e c’hall ar strollegezhioł lec’hel digeriń skolioł e kembraeg, gras da lezenn an deskadurezh.

 E 1947 eo bet digoret ar skol kentań-derez kentań e kembraeg, diwar atiz ar gerent e Llanelli. Digoret eo bet ar skolaj divyezhek kentań e Rhyl e 1957. Deskiń kembraeg a ranker ober en holl skolioł Bro Gembre abaoe 1988.

 E 1962 eo bet krouet Kevredigezh ar yezh Gembraeg, «Cymdeithas Yr laith Gymraeg» a-benn stourm evit gwirioł ar c’hembraeg. Gras d’hec’h obererezh eo bet votet Lezenn ar C’hembraeg e 1967, bet kemmet e 1993. El lezenn-se e vez disklźriet e rank ar servijoł publik ober kement gant ar saozneg hag ar c’hembraeg gant an dud. Ar gwir da gomz kembraeg dirak al lez-varn o deus ar gembraegerien ivez.Gant al lezenn eo bet savet Burev ar Yezh Gembraeg «Bwrdd Yr laith Gymraeg», da bal dezhań chom war evezh evit e vefe lakaet al lezenn e pleustr gant ar servijoł publik ha broudań an dud d’ober gant ar c’hembraeg hag aesaat an darempredoł e implij.

 E 1975 eo bet krouet « S4C » (Sianel 4 Cymru), ur chadenn skinwel a ginnig war ar skrammoł programmoł e kembraeg evit an dud deuet, ar vugale hag ar grennarded.

 E 1999 e vez graet ur c’hammed bras war-raok : ur Vodadenn Vroadel, 60 den enni, a zo bet dilennet.

 

Gant piv vez komzet kembraeg ?

E 1891 e veze komzet kembraeg gant 54% eus an dud. E 1911 e oa tost ur milion a dud oc’h embann e komzent kembraeg. Met abaoe an niveridigezh-se ez eo aet an niver a gembraegerien war ziskar tamm ha tamm betek 2001. Meur a abeg d’an dra-se evel-just : divroań an dud war ar maez davet an takadoł industriezh, ar saozneg er mediaoł, nebeutoc’h a dud er chapelioł a oa anezho kreizenn ar vuhez hengounel kembraek …

E 1991 e weler koulskoude e c’hall c’hoazh muioc’h evit 500 000 a dud (18,7% eus ar boblańs) ober gant ar c’hembraeg. Kreskiń a ra an niver  hag an dregantad a gembraegerien yaouank zoken. (orin : http://www.bwrdd-yr-iaith.org.uk )

Da bennkaoz ar cheńchamant-se eo dibab ar gerent (kembraeg ganto pe get) da gas o bugale d’ar skol gembraek, ha dre-se e teuont da vezań divyezhek ma ne oant ket a-raok mont d’ar skol.

E-kerz bloavezh-skol 2000-2001 e oa aet 25% eus ar skolidi d’ur skol e kembraeg ez eus 440 anezho. Darn vrasań ar vugale ne vez ket komzet kembraeg en o ziegezh. 229 skol eil derez a zo en holl e bro Gembre, 72 en o zouez a ra gant ar c’hembraeg evel yezh kentań hag evel eil yezh, gant ar 157 re all evel eil yezh hepken.

E keńver ekonomiezh e sońj da galz embregerezhioł eo pouezus an divyezhegezh, evit an darempredoł gant ar pratikoł, sachań reoł all ha bezań gwelloc’h eget ar re a ra gant ar Saozneg hepken. Aliet e c’hallont bezań gant embregerezhioł a seurt gant Cwmni Iaith Cyf war ar mod d’ober gant ar c’hembraeg. Labourioł treiń e c’hallont kinnig ivez..

*      E Breizh...

E penn kentań an 20vet kantved e vo graet strivoł evit lakaat ar brezhoneg da zistreiń war wel, war dachenn ar sevenadur, ar politikerezh pe ar prederouriezh? Distag ouzh an Iliz e vo muioc’h-mui. Met muioc’h a c’halleg a zo er gevredigezh dre ar skol, an amzer soudard hag an divroań davet an takadoł industriezh. E 1923 e vo berzet war ar radio an holl yezhoł estreget ar galleg. E 1925 ez embann sklaer Anatole de Monzie, ministr an deskadurezh publik , « eo ret d’ar brezhoneg mont diwar wel evit unvaniezh ar Frańs ». Testennoł a vo sinet evit kas ar politikerezh-se da benn.   

 Lod eus an Emsaverien a vo startoc’h neuze o menozioł, oc’h implijout ar feulster politikel a-wezhioł. Dre ma labouro un nebeud anezho gant an nazied e-pad an eil brezel bed e vo mouget pep obererezh evit Breizh, politikel pe sevenadurel, betek ar bloavezhioł 60.

 Gant intelektualed evel Roparz Hemon (1900-1978) e vo embannet kelaouennoł lennegel a renk uhel. Siwazh eo ar bobl nebeutoc’h-nebeutań desket en he yezh ha ne daol ket pled eus ar pinvidigezh-se. Er vuhez pemdez eo diaes chom hep komz galleg. Gant ar vezh hag ar santimant bezań tud izeloc’h a spered evit ar re all, en em laka ar gerent da zesevel o bugale e galleg (ha kreńvoc’h-kreńvań goude an eil brezel bed). Da goll ez a ar brezhoneg

E 1941 eo distaget departamant al Liger-Atlantel (ha staget da rann-vro Broioł-al-Liger e 1951) eus Breizh gant gouarnamant Vichy. Hennezh a lako un tamm brezhoneg hag istor Breizh er skol, tra ken. Er bloaz-se eo bet dibabet un doare-skrivań boutin, “peurunvan”, da bal dezhań bezań implijet evit skrivań e kement rannyezh vras a zo e brezhoneg (Kernev, Leon, Treger ha Gwened).

E 1951 e ro al lezenn Dexonne an aotre da gelenn brezhoneg er skolioł hervez ar c’hoant. Met stad ar brezhoneg a chom mantrus peogwir n’eo ket bet kelennet e-pad pell, aet da vruzhunat. Holl-ret eo bet klask gerioł nevez evit ober nebeutoc’h gant gerioł gallek diezhomm. Klasket eo bet er yezhoł keltiek all, er c’heriaoueg kozh, pe krouet zo bet gerioł nevez penn da benn.

E 1977 eo bet digoret kentań skol-vamm brezhonek Diwan e Lambaol-Gwitalmeze. Bez e vo trizek anezho tri bloaz goude. E 1981 e c’hall skolioł Skolioł-meur Roazhon ha Brest digeriń an Aotreegezh war ar brezhoneg, diwar aotre Prezidant ar Republik Gall Franēois Mitterrand. Evit ar C’hAPES e vo ret gortoz 1985 avat. Klasoł divyezhek publik a vo digoret e 1983. Dre m’emań ar brezhoneg er skol en-dro, e vez embannet levrioł evit d’an dud gouzout hiroc’h. Gwelet e vez brezhoneg war ar panelloł hentań.

E 1992 e vez dibabet Karta Europa ar yezhoł nebeut implijet gant Kuzul Europa. Er bloaz-se eo bet cheńchet mellad 2 Bonreizh Republik Gall, oc’h embann diwar-se kement-mań : « yezh ar Republik eo ar galleg ». D’ar 24 a viz Gwengolo 1996 ez embann ar C’huzul-Stad eo kontrol d’ar Vonreizh anavezout ez-ofisiel ar yezhoł rann-vro.

E 1999 eo bet krouet (Ofis Ar Brezhoneg)., da bal dezhań digeriń tachennoł nevez (re ar bed a-vremań) d’ar brezhoneg, studiań e stad, reiń boutin e implij foran.

 

Gant piv e vez komzet brezhoneg ?

E Breizh-Izel, lodenn gornōg Breizh, e oa chomet ar brezhoneg yezh an dud. Bez ez eus waro 1,5 milion a dud o chom enni. E fin an 20vet kantved e c’haller lavaret:

     Ez eus 240 000 brezhoneger koshoc’h evit 15 vloaz (16% an dud).

     Ez eus nebeutoc’h evit 120 000 a dud a ra ingal gant ar brezhoneg

     Ez eus nebeutoc’h evit 70 000 a dud a ra gantań bemdez

     Ez eus 20 000 a dud a embann bezań gouest da lenn ha skrivań aes brezhoneg

     Ez eo divalav an niver a vrezhonegerien dindan 20 vloaz

     Ez eo an 2/3 eus ar vrezhonegerien koshoc’h evit 60 vloaz.

(Hervez sontadeg TMO-Régions e 1997)

 E 1863 e oa 86% eus tud Breizh-Izel ha ne gomzent nemet brezhoneg. 60% e oant e 1902. E 1952, 67% eus an dud a zo divyezhek. E 1997, 84% eus an dud ne gomzont nemet galleg. (Sellout ouzh an diskouezadeg « Parlons du Breton »).

Pa oa langaj an dud e-kreiz an 19vet kantved, ne gomprenont ket ken anezhań e fin an 20vet. Dindan 150 vloaz eo bet cheńchet penn d’ar vazh.

Pa ne c’haner ket ken brezhoneger en teuer da vezań. Dre ma ne oa harp ebet eo bet dilezet en tiegezhioł e-kerz ar c’hantved diwezhań. Brezhoneg gant dud-kozh, galleg gant ar vugale vihan. Bev eo chomet sevenadur Breizh koulskoude, ha dre-se e fell d’an dud bezań perc’henn en-dro war ar pezh a zo bet tennet diouto, o sevenadur, hini o fobl. N’adkaver ket ar memes youl evit ar gallaoueg, yezh romanek Breizh-Uhel.

E-kerz bloavezh-skol 1999-2000 eo bet studiet brezhoneg gant 20245 bugel en Akademiezh Roazhon, lod o teskiń brezhoneg, lod all o teskiń e brezhoneg. Gant ar skolioł Diwan e vez graet e brezhoneg 100 dre 100. Gant Div Yezh (klasoł divyezhek en Deskadurezh-Stad) ha Dihun (klasoł divyezhek an deskadurezh prevez katolik) e vez graet gant an div yezh par-ouzh-par.

Ma kresk an niver a dud er c’hlasoł divyezhek hag e Diwan, war ziskenn ez a an niver a dud o teskiń brezhoneg dre ma’z eo diaesoc’h kinnig un tańva deus ar yezh, pa vez serret ar c’hentelioł dre opsion gant lod eus ar skolajoł hag al liseoł.  

Ar skolioł a gelenn e brezhoneg, evel ar re all o kelenn e yezhoł all, a zo lakaet diaes gant an diouer a gelennerien stummet. Alies-mat e rankont goulenn digant eilerien da zont war ar postoł. Evit-se eo holl ret e vefe muioc’h a bostoł er C’HAPES hag er c’henstrivadegoł prevez.

Skoilhoł a zo war hent an digeriń klasoł alies, a-wezhioł dre ma n’eus ket bugale pe kelennerien a-walc’h, dre ma vez nac’het an teuliadoł. N’eo ket an Deskadurezh-Stad evit aesaat ar c’helaouiń diwar-benn an divyezhegezh. D’ar c’hevredigezhioł d’en ober neuze, pa n’o deus ket kement a bouez. Muioc’h a gerent a vefe dedennet ma vefent sikouret ha kelaouet.

 A bouez bras eo reiń talvoudegezh d’ar brezhoneg er vuhez pemdeziek. Ret-holl eo ivez reiń an tu d’ar re a gomz d’ober gantań, klevet anezhań er radio. Panelloł divyezhek a weler war an hentoł, chekennoł brezhonek a c’haller goulenn digant tiez-bank zo. War an tele hag ar radio zo un nebeud programmoł e brezhoneg met beuzet int en ur mor a c’halleg. Daoust ma reont kalz traoł ne c’hall ket ar c’hevredigezhioł bezań war an holl dachennoł. Gallout a rafe ar Stad da skouer anavezout ar yezhoł o sinań o kadarnaat Karta Europa ar yezhoł rann-vro ha minorelaet.

 

 

                                      Cymraeg                      Brezhoneg                     English                       Franēais