Ar roudoł koshań

Abaoe an 20vet kantved

Etre ar 5vet hag an 19vet kantved 

 

Gevellań

Kźrioł gevellet

Kembraeg-
Brezhoneg

Sevenadur

Liammoł

Luc'hskeudennoł


Hengembraeg hag henvrezhoneg : adalek ar 5vet kantved.
Krenngembraeg ha krennvrezhoneg : adalek an 11vet kantved
Kembraeg ha brezhoneg modern : adalek fin ar 16vet kantved.

Hengembraeg hag henvrezhoneg: adalek ar 5vet kantved

Nebeut a skridoł hengembraek pe henvrezhonek a zo deut betek ennomp. Bez zo deus ar yezhoł-se dre an enskrivadurioł pe ar spisc’herioł a gaver war skridoł latin. Anvioł-lec’h hag anvioł-tud a gaver ivez.

E levrioł zo e kaver pennadoł e hengembraeg evel e Historia Brittonum skrivet gant Nennius en 8vet kantved.

Koshań dornskrid henvrezhoneg a anavezer betek-hen a vefe ul levr a vezekniezh, louzoł hag all a vefe deus fin ar 7vet kantved. E Leiden emań, en Izel Vroioł.

Gant menec’h e veze troet hag adskrivet testennoł, ken e Breizh-Veur hag e Breizh-Vihan. Gant ar varzhed ha diouzh harp an uhelidi eo bet dalc’het gant ar sevenadur dre o labour.

Un tamm istor…

 *        E Breizh-Veur e talc’ho ar Gembreiz da vezań dizalc’h en desped da argadennoł an Angl-ha-Saozon. Etre 757 ha 796 goude Jezuz-Krist e vo savet ur voger hag ur foz a-benn dispartiań Kelted ha Saozon gant Offa, roue Mercia.

En 9vet kantved e chomo dizalc’h Bro Gembre, Kernev-Veur hag un tamm eus Bro Skos a vremań. E Kembre emań rouantelezh Gwynedd, en hanternoz ar vro, kreńvań rouantelezh dindan ren Rhodri Mawr (Rhodri Ar Meur). Gantań e vo unvan Bro Gembre hag a zispartias en-dro pa varvas e 877, bep hini eus e zaou gant e lodenn.

Etre 10vet hag an 11vet kantved eo bet Kembre meur a wezh unvan tamm pe damm. N’eus nemet Gruffydd ap Llywelyn hag a zeuas a-benn d’ unvaniń ar vro en he fezh. Met distabil eo an unvaniezh abalamour d’ar wizien a vez oc’h enebiń dizehan kenetrezo hag ouzh ar galloud kreiz. Er prantad-se eo bet paeet an truaj d’ar Saozon a-wezhioł.

E fin an 11vet kantved emań bro Saoz e dalc’h an Normaned. Trec’h war ar Gembreiz e lec’hioł zo, ne zeujont ket a-benn da aloubiń Kembre.

*        E Breizh-Vihan e raes ar Vretoned hag ar ranked ar brezel hag ar pec’h a bep eil. E 578 e vo Warog penn ar stourm evit ar frankiz o telc’her penn ouzh ar Franked war bord ar stźr-Gwilun, hag a oa an harz etre rouantelezhioł ar Vretoned hag ar Franked.

E 635 e voe pedet Judikael, dug Domnonea (hanternoz Breizh) gant Dagobert, roue ar Franked, da vont d’e lez. Goude bezań komzet gant dileuridi Kernev (Mervent Breizh) ha Bro Warog (tro-dro da Wened, hag a voe diazezoł Warog eno) e voe bet Judikael o welet Dagobert hag e anv an holl Vretoned e voe asantet ouzh lezenn ar roue Frank. Diwar-se e voe peoc’h o ren etre an div bobl e-pad pell.

En 9vet kantved e stourmas Nevenoe evit ober eus Breizh ur vro dizalc’h. Ur gwall-lamm a reas da soudarded Charlez ar Moal e Ballon (sko ouzh Reudon) e 845. Ur wezh marv Nevenoe e kendalc’has e vab Erispoe da astenn tachenn ar vro, deut da vezań ur rouantelezh da vat.

Met teńvaloc’h e vo planedenn ar Vretoned a-benn ar fin : an Normaned eo a zo kaoz.

Krenngembraeg ha krennvrezhoneg: adalek an 11vet kantved

Kalz skridoł a gaver e krenngembraeg, ar pezh n’eo ket gwir evit an hengembraeg. Kalz pouez he deus ar varzhoniezh. E testennoł ar varzhed a oa diwallet gant an uhelidi, e lenner alies meuleudi d’o ferzhioł kadoniezh dibar. Gant an noblańs e vez aozet Eisteddfodau (kenstrivadegoł e-lec’h ma vez lakaet an holl arzoł pleustr, ar varzhoniezh dreist-holl). Enno e vo reoliet an doare barzhoniań. Anavezetań barzh ar mare eo Dafydd ap. Gwilym (1320-1380). Brudet hiziv eo c’hoazh e skridoł, a denn peurliesań d’ar garantez ha d’an natur.

War zisheńvelaat ez a rannyezhoł an hanternoz hag ar c’hreisteiz. Emdreiń a ra ar c’heriaoueg ivez ha cheńch a ra an doare-skrivań adalek ar 15vet kantved. Yezh ar muianiver hag er a-bezh e chom ar c’hembraeg. Ul lodenn vat eus an dud ne gomzont nemet kembraeg, daoust d’ar Frańsizien ha d’ar Saozon erru er vro.

Ma ya an uhelidi a-du gant ar c’hembraeg e Kembre, ar penn kontrol e vo evit ar brezhoneg. Dilezet eo ar yezh gant uhelidi Breizh. Int-i a oa tec’het kuit rak an Normaned en 10vet kantved hag o doa kavet repu en estrenvro. Ur wezh distro o diskennidi en o bro e teu ganto doareoł-bevań ha yezh an estren, ar galleg.  

Ouzhpenn-se eo an Naoned, kźrbenn ar vro abaoe 937, ur ger romanek. War romanekat ez a an dud a lez. War-du ar c’hornōg e krog ar brezhoneg da dec’het kuit. Chom a raio stabil bevenn ar yezh etre an 12vet hag ar 14vet kantved, eus Dinan d’ar Vrier.

Diwar levezon ar romaneg e cheńcho brezhoneg e stumm. Gerioł amprestet, kensonennoł aet da get e-kreiz ar gerioł, taol-mouezh diblaset... tro-dro fin ar 16vet kantved e vo da vat eus rannyezhoł Kerne, Leon ha Treger (K ,L ,T).

 Un tamm istor…

*        E Kembre

Tennań a ra gounid Llywelyn ab Iorwerth, roue Gwynedd (1195-1240) eus ur brezel-diabarzh e bro Saoz evit unvaniń ar rouantelezhioł distag. A-benn kendelc’her gant an unvaniezh goude e varv e lak e vab Dafydd da hźr nemetań. Met distrujet e vo ar rouantelezh gant aloubadegoł ar Saozon.

 Gant Llywelyn ap Gruffydd e voe staget gant an unvaniezh en-dro. E 1258 e vo graet Prińs a Gembre anezhań. Adstagań a raio an douaroł chomet e dalc’h gant ar Saozon ha rediet e vo roue saoz Herri III e 1237 da anavezout e ditl hag e rouantelezh e feur-emglev Montgomery.

 E 1272 e ya Edward I da heul Herri III da roue bro Saoz. Reiń a ra lańs da arsailhoł-aloubiń ouzh bro Gembre. Pemp bloaz goude e voe tizhet mervent ha kreiz Kembre gant e armeoł. Ur wezh distroadet Llywelyn e kemer en-dro ar roueed kozh o galloudoł war o douaroł distag. Dafydd, breur Llywelyn, a gemer penn un emsavadeg e miz Meurzh 1282. Soutenet gant Llywelyn hag a varvas e emgann Cilmeri e degouezhioł luziet. Ur wezh trec’het Dafydd e 1283 eo lakaet d’ar marv. Al lezennoł saoz a zo lakaet da dalvezout e Kembre gant statud Rhuddlan e 1284. Savet zo kźrioł gant ar Saozon tro-dro d’o c’hreńvlec’hioł. Difennet eo d’ar Gembreiz bezań enno, nemet evit ar c’henwerzh.  

Meur a wezh eo en em savet ar Gembreiz a-benn klask bezań mistri en-dro en o bro. Anavezetoc’h evit an emsavidi all, Owain Glyndwr a savas a-enep d’ar Saozon eus 1400 betek 1410. Tiern Glyndyfrdwy e biz Kembre, gantań e teuas Kembre da vezań dieub en-dro. Koulskoude e tistro ar Saozon da vezań mestr war vervent ha kreiz ar vro e 1408, ha betek 1410 e stourmas Glyndwr a-enep dezho e broioł meneziek an hanternoz.

 Echu ar reuz hag ar frankiz, poent d’ar gwaskerezh. Gant feur-emglev unvaniezh 1536 e vo staget Kembre da vro Saoz, hag ar saozneg ar yezh ofisiel nemeti. Lakaat da vont diwar wel yezh ha sevenadur Kembre, sed eo pal ar Saozon.

 

*        E Breizh... 

E 1156 ez aio kontelezh an Naoned gant Herri II a Blantagenźt dre m’en doa sikouret Konan da gemer ar galloud. Tapet krog e Breizh e-giz-se, Herri a lako e vab Geoffroy da vezań dug Breizh.

 E 1341 e vo lakaet Breizh diaes evit 25 bloaz gant Brezel an Hźrezh, da varv Yann III. Pouez bras en do ar brezel e jeu roueed bro Frańs ha bro Saoz a oa o vrezeliń abaoe 1337 (brezel Kant Vloaz).  

E 1491 eo rediet Anna, dugez Vreizh, da zimeziń gant Charlez VIII, roue bro C’hall, ha goude gant Loeiz XII e hźr e 1499. Gant an eured diwezhań-mań eo gwarezet Stad ha gwirioł Breizh. Da zanvez dug e vo o eil bugel (dre ma vo an henań hźr kurunenn bro C’hall).

 E 1532 eo staget da vat Breizh ouzh bro C’hall gant ar Gourc’hemenn a Unvaniezh. Er gourc’hemenn-se, e vez dalc’het gwirioł taos, lezenn ha relijion. Tailh ebet ne c’hall bezań savet e Breizh hep asant Breudoł Breizh. Breizhat ebet ne c’hall bezań barnet e-maez eus Breizh.

 E 1539 e sin Frańsez 1ań gourc’hemenn Villers-Cotterźts a-benn difenn ar galleg ouzh al latin, o lakaat an aktaoł ofisiel da vezań skrivet e galleg dre ret. Ar gloerdi izel e Breizh avat, a gendalc’ho d’o skrivań e Latin.

 

Kembraeg ha brezhoneg modern : adalek fin ar 16vet kantved

Ur mare a ziskar eo evit ar c’hembraeg hag ar brezhoneg. Echu gant an dizalc’h politikel hag ur wezh sinet ar feur-emglevioł a Unvaniezh (1532 e Breizh, 1536 gant Kembre) ez a tamm ha tamm an uhelidi da dreiń war-du ur sevenadur hag ur yezh all.

Estreget an uhelidi a zo kar e fell da vro Saoz ha da vro C’hall distruj ar sevenadur keltiek, ur sevenadur warlerc’hiet ha didalvoud evito.

Ar skol a vez graet enni e saozneg hag e galleg, ha berzet eo ar c’hembraeg hag ar brezhoneg. Adalek kreiz an 19vet kantved e vez graet gant ar « simbol » ouzh ar skolidi ha ne rafent ket gant ar yezh “vat”. Gant ar skolaer e vez roet ar “simbol” ( ur maenig, ur votezig koad, un tamm koadaj...) d’ar bugel kentań en deus komzet ar yezh difennet. Reiń anezhań d’ur bugel “torfedour” all, eo evitań ar mod nemetań d’en em dennań. Pinijennet e vo an hini emań ar simbol en e zalc’h e fin an devezh. E bro Gembre eo ar “simbol” e stumm ur plankennig koad, enskrivet al lizherennoł WN warnań, « Welsh Not » (kembraeg ebet), ha gouget tro-dro ar c’houzoug.

 

*        E Kembre...

Pa ziviz Herri VIII er 16vet kantved d’en em zistagań eus Iliz Roma e tibab da stagań bro Gembre ha bro Saoz, ar memes gwirioł d’an holl. Kreńvoc’h e vo diwallet an arvor da neuze. Gant an uhelidi e vez dilezet sevenadur ha yezh Kembre : gwirioł ha postoł uheloc’h ganto e teuont da vezań Saozon da vat. An dud vunut eo a zalc’ho gant ar sevenadur kembraek hag a vo merk identelezh o renkad.

Gant dispac’h an industriezh an 19vet kantved ez a kalz tud eus ar maezioł da vevań er c’hźrioł. War greskiń ez aio implij ar c’hembraeg er c’hźrioł neuze, dre ma oa yezh an dud war ar maez. Reuz a vo da neuze a-enep ar gouarnamant saoz, evit daou abeg : ar c’hembraeg hag an emdennerezh a-fet relijion, dre ma ne vez ket degemeret mat an Anglikaned o’n em staliań.

E 1868 e c’hall an dud votiń gant bilhedoł ha ne vezont ket gwelet gant ar re all. Dre-se e c’hall bezań dilennet tud oberiant evit bro Gembre, ha n’o deus ket aon ken ar Gembreiz da vezań argaset.

 

*        E Breizh...

Goude feur-emglev Unvaniezh, en em vruzhun ar brezhoneg dre ma teu da vezań ur yezh komzet hepken. Gant ar gloer izel e vez implijet c’hoazh evit an oferennoł hag ar c’hatekiz.

Goude an Dispac’h gall e teu ar galleg da vezań yezh ofisiel ar Stad. Evit e vefe gouezet hag anavezet an testennoł (evel ar Vonreizh, al lezennoł, an dekredoł...) e vezont troet er yezhoł komzet gant an dud. Ne bado ket pell avat an amzer-se, hag e krogo ar Stad da stourm kreńv a-enep ar yezhoł.

En 19vet kantved zo lańs en-dro evit ar brezhoneg, evel ar pezh a zo bet graet da skouer gant ar Gonideg (1775-1838) a savas « Grammaire celto-bretonne » ha « Dictionnaire Celto-Breton », pe c’hoazh Kervarker (1815-1895) a savas an dastumad kanaouennoł« Barzhaz Breizh ». Labouret e vez evit glanaat tamm pe damm ar brezhoneg, o lemel ar gerioł galleg diezhomm. Pa vez ret e krouer gerioł nevez, evel ma veze graet gant an dud ‘forzh penaos.

E fin ar c’hantved e vo pouezus bras lezennoł (1880-1883) Jules Ferry. Ganto e vo laik ar skol, digoust ha ret. E 1902 e vo difennet gant Combes ouzh ar veleien d’ober gant ar brezhoneg ar c’hatekiz hag an oferennoł e brezhoneg. D’ar re a gendalc’ho e vo tennet diouto o frejoł gleet dezho hervez ar C’honkordad.

 

                                      Cymraeg                      Brezhoneg                     English                       Franēais