Tem ar gejadenn-se :
an danvezh arzhourel ha lennegel breizhat, o vagań sevenadur Europa (hag
ar bed !), dre skouer BRO PONT-AVEN. D’ar gwener 26 a viz Eost
hon eus kaset an hanter-kant ostiziad a vro Gembre (digouezhet e
Plogoneg d’an derc’hent noz) hag un neubeut familhoů ostiz d’ober ur
bourmenadenn sevenadurel ha plijus, heńchet gant ur paotr eus ar vro,
Jean-Pierre BOLOU, a zo o chom e Plogoneg, ezel eus ar C’huzul-gevellań
abaoe an deroů, ha livour en e amzer vak !
AR
ROLL-AMZER :
Mintinvezh
e NIZON, stok ouzh Pont-Aven, evit gweladenniń :
*ar
porzh-bered (iliz ha kalvar gant ur Pieta he deus awenet
Gauguin).
Andrea
Ar Gouilh a zeuas da gevrediń ganeomp da ganań gwerz Jenovefa Rustefan,
anavezet mat c’hoazh e Nizon hag a zo unan eus barzhonegoů bravań ar
Barzhaz Breizh. Frommus…

Rivinoů
Kastell Rustefan ez eus tu gwelout anezho c’hoazh ket pell diouzh ar
vourc’h. Theodore Hersart De La Villemarque (Kervarker) ‘n eus
tremenet e vugaleaj e maner Plessis-Nizon : aze ‘n eus klevet ar
gwerzioů kentań na baouezho ket da zastum war-lec’h evit krouiń ar
BARZHAZ BREIZH.
*an
Hang’art : n’eo ket ur savadur, met ur strollad a livourien a liv
evit ar blijadur, ganto ar pal da livań, gant livioů lirzin, eńvor
Nizon. Unan eus e izili, Hippolyte LE BRAS, a ginnigas deomp un neubeut
taolennoů hag a zisplegas istor
an
emsav “Hang’art”.

*chapel
Tremalo, eus ar XVIet kantved, gant e grusifi liesliv, a roas
buhez da “Krist Melen” brudet Gauguin.

E dibenn ar mintinvezh
eo bet kuitaet uhelderioů Tremalo davet Pont-Aven, war droad, evit
brasań plijadur an daoulagad oc’h arvestiń ar gęr e fońs an draonienn,
hag ivez evit digeriń ar galon ! (met lod ’zo o deus kavet furoc’h
diskenn gant ar c’harr-boutin !).
Kir
ha pik-nik en ur sal cheuc’h en Ti-kęr : ar sal Julia, a oa bet sal-debriń
al leti ma oa boas livourien Pont-Aven da ennezań ennań.

Endervezh :
gweladenniń PONT-AVEN,
ar
mirdi, ar salioů-diskouezhadeg, ar porzh, Koat ar Garantez
(a awenas Paul Sérusier), hag evel just Bali
Xavier Grall, un enezig o skeiń, war-zu an traon, gant ur poul-skorf
a ziskouezh penaos e oa ingalet an dour d’ar meilhoů. Uheloc’h en em sil
an Aven dre melloů kerreg maen-greun. Ul lec’h dudius eo ha priziet gant
ar bourmenerien a c’hell bourrań ar sederoni krouet gant gwel red an
dour etre ar reier ha selaou sonadeg richan al laboused hag hiboud ar
stęr. E deroů ar « bali », penn kizellet Xavier Grall a ro sonj e oa eń
barzh, skrivagner, kazetenner, dispac’her, met ivez e-pad ur pennadig
amzer pennskrivagner ar « Vie Catholique » hag an « Nation Bretonne ».
Bevet ‘n eus e Nizon adalek 1973 betek e varv.

Abardaezh :
loc’het hon eus war-zu keriadenn tiez-plouz
Kerascoëd (kumun Nevez).
Etre
Nevez ha Tregon e vez kavet savadurioů digustum a-walc’h : an tiez
maen-sav.

War hent
an distro omp chomet a-sav ur pennadig e
porzhig Trevignon.
A-benn tennań ar brasań gounid eus an devezh-se gouestlet d’an ober
arzhel ha lennegel a Bont-Aven, eo bet moulet gant ar c’huzul
gevellań ul levrig a zo bet profet d’ar berzhidi.
SADORN
27
:
Lidet eo bet war an ton ofisiel
degemer ar Gembreiz. Profet o deus da dud Plogoneg ur groaz koad
kizellet gant Ieuan Roberts, hervez patrom ar « Groes Neuadd Siarman »
(ur groaz bet kizellet war vaen, lakaet bremań war wel e mirdi Brecon ha
brudet evit bezań ar vravań skouerenn e-touez kroazioů ar seurt-se).

Goude ur
predig asambles er sal
sokio-sevenadurel, lod eus outo a zo bet da fouetań maezioů Plogoneg,
gant ar strollad baleerien, ha lod all d’ober un neubeut prenadennoů e
Kemper,
e-keit ma oa izili ar c’huzul-gevellań o prientiń ar fest-noz/krampouezh
e Lopeo.
Ha
Fest-Noz ez eus bet !
Krampouezh
ivez evel just !

SUL 28 :
Ezhomm
‘oa diskuizań war-lec’h an nozvezh hir… a-raok pignat e-barzh ar
c’harr-boutin, evit mont kuit ! Kenavo d’ar c’hentań !

Pob
hwyl ! Kenavo !