1987-2007...
D’ar 16 a viz Here 2007 e oa bet hejet Breizh hag un tamm mat
distrujet gant ur gorventenn spontus. D’an dibenn-sizhunvezh goude, ar
c’huzul nevez-krouet « Plogoneg-Llandysul » en doa da zegemer dileuridi
a Vro Gembre evit ar wech gentañ… Prientiñ an degemer-se a zeuas da
vezañ kalz luzietoc’h dre ma oa bet troc’het ar pellgomz hag an tredan ;
pep hini, ouzhpenn-se, en doa trawalc’h d’ober en e di pe atant : gwez
digwriziennet a oa e pep lec’h, savadurioù distrujet, toennoù toullet
h.a.
Un
nebeud familhoù a rankas en em dennan kuit eus ar roll-degemer hag e
roas an dra-se kalz trubuilh da glask tud all war ar prim, dreist-holl
hep tamm pellgomz ebet. Heol bras a oa pa zigouezhas an tregont
Kembread. Un disamm ! Lakaet e oent bet da labourat, da skarzhañ kuit ur
mell gwezenn kouezhet gant an avel hag a stanke an hent da vont war penn
“hor menez” (Menez Lokorn). Seurt darvoudoù, un taol-kaer koulz
lavarout, ne vezont ket disoñjet raktal ! Peadra da grouiñ liammoù start
!
E-touez
an hanterkant a vignoned deuet d’hon gweladenniñ e fin miz Eost 2007 e
oa un daouzek bennak o doa kemeret perzh er veaj kentañ-se. A-hed ugent
bloaz o deus kemeret perzh kantvedoù a dud en eskemmoù-gevellañ, lod
evit ur prantad ber, lod-all hep diehan. Un nebeud anezho a zo aet kuit
da Dir Na Nog, baradoz ar Gelted… Kreñvaet o deus al liammoù etre an
div gumuniezh, desket tamm ha tamm ganto d’ober anaoudegezh an eil gant
eben, ha da anavezout istor hag henvoazioù pep-hini.
Ar gevellañ-mañ en deus
lakaet ivez da greñvaat al liammoù etre ar rummadoù tud a bep oad, memes
e diabarzh pep gumun. Daoust d’an holl traoù-mañ
e chom c’hoaz kalz da zizoleiñ a-zivout hor heñvelderioù koulz hag hor
disheñvelderioù !
Profitet
eo bet ‘ta eus Eskemmerezh 2007 evit mont pelloc’h ganti ha dibabet eo
bet da bleustriñ war an tem-mañ : henvoaz ha
treuzkas… gant ur programm, dav eo el lavarout start,
a zo bet sikouret mat gant an
Europa, Europa ar pobloù a zo savet tamm ha
tamm dre oberantizoù ar c’herioù gevellet.
AR PROGRAMM
GWENER 24
Digouezhet eo ar c’harr-boutin dirak ar sal sokio-sevenadurel lakaet
brav warni ar giton « Croeso i Blogoneg » (Degemer mat e Plogoneg). En
em gavet adarre an dud a zo mignoned a-bell-zo dija (lod abaoe 20 bloaz
!) ha graet anaoudegezh gant ar re nevez. Nozhvezh gant an
tiegezh-degemer.
SADORN 25
E fin ar
mintinvezh eo bet bodet an holl dud (ur c’hant bennak) evit un abadennig
degemer ofisiel : prezegennoù ar prezidantezed, Moelwenn
Gwyndaf ha Katell
Pennaneac’h, kinnig tem ar gejadenn, prof. Evit lidañ 20vet deiz
ha bloaz donidigezh an dileuridi gentañ o deus graet ar Gembreiz ur prof
dispar d’ar Blogoniz : ar Bro Gozh kaerskrivet hag
enlivet gant Ieuan
Rees.
.

Banne a
enor evel boaz evit klozhañ an abadenn.
Goude
merenn, ar Gembreiz hag un nebeud
familhoù o deus gweladennet (ur wech ouzhpenn evit lod ‘zo) kêr Gemper,
prenet un nebeud traouigoù peogwir eo un henvoaz ivez degas profoù bihan
d’ar gêr !
Ha
diouzh an noz ez eus bet evel boaz ar
Fest-Noz-Krampouezh e Lopeo gant un ugent a viligoù o tommañ
start betek diwezhat-tre da vagañ tro dro 800 den. E-pad ar fest-noz
kaset a-benn gant DEUS ‘TA, ar sonerien CHAPALAIN-AN HABASK hag ar
c’hanerien TALLEC-CAPITAINE ne chome ket ar Gembreiz da ruzañ evit mont
da zañsal.

SUL 26
Familhoù
‘zo o deus dibabet kas o ostizien da Bardon Santez
Anna Ar Palud.
Ar pardonioù a zo un
tamm, hag un tamm mat, eus spered, eus ene sevenadur Breizh. Enno e chom
bev hiziv c’hoazh gizioù kozh a zo bet a-viskoazh gizioù ar vro da
festañ tra-mañ-tra, darvoud-mañ-darvoud. Ar pezh a zo dibar ganto ez eo
e vez kemmesket al lidoù relijiel (oferenn,
gousperoù, prosesion, hag alies-tre ur c’hantik savet a-ratozh-kaer da
enoriñ ar sant pe an darvoud lidet), gant
pleustroù disakr (pred, dansoù, gouren, hag a bep seurt c’hoarioù
a vezer boaz da bleustriñ er pardonioù, evel sachañ war ar gordenn,
sevel ar berchenn, pe c’hoazh ar bazh-yod…). Hiroad seurt gouelioù ne
dalvez ket e vez graet nemet derc’hel gant lidoù kozh ha difiñv.
Ar
c’hontrol bev eo ! Ar pardonioù a chom ar mare ma glot dibaouez al lidoù
kozh gant traoù an amzer a-vremañ. Ar skouer gwellañ a zo Pardon ar
Varc’htanerien a vez dalc’het ingal bep bloaz aboe 1977. Pardon Santez
Anna Ar Palud a zo unan eus ar pardonioù-se a zo kozh a veur a gantvedoù
ha ledan-tre tachenn o brud. Bep gwech e chom frommet ar Gembreiz o deus
tro da gemer perzh enno.
Lod a
felle dezho mont endro betek Beg Ar Raz a
zo bet adkempennet nevez ‘zo. War an hent int tremenet dre
Beg Ar Van da welout ar chapel brav kenañ
a-us d’an tornaod. Lod all o deus dibabet un implij-amzer all, ne vez
ket laret bep tra deomp !
LUN 27
“Ar
vuhez war ar maez gwechall ha treuskaz an deskamant” : evit klotañ ouzh
an tem-se e oa bet divizet gweladenniñ daou virdi “bev” e reter Ledanez
Kraoñ.
E
Tregarvan, mirdi ar skol diwar ar maez e Breizh.
Ur c’hantad
a vugale a yae d’ar skol-se tro-dro 1910, pa oa bet krouet, ha ne chome
nemet pemp anezho e 1974 pa ‘z eo bet serret da vat. En un
hanter-kantved,
un tamm muioc’h,
‘n eus cheñchet penn-da-benn ar gevredigezh ha tec’het ar vuhez diouzh
ar maezioù. Er bloavezh 1977, ur skipailhig a dud
a youl
vat a saveteas
ar savadur ha tamm-ha-tamm
goude-se e teuas da vezañ ur mirdi buhezek ha plijus.
Setu eo
bet gweladennet anezhañ d’al lun mintin 27 gant tud Llandysul ha
Plogoneg kemmesket. Daou strollad a zo bet graet. An hini kentañ en deus
dizoloet diskouezhadeg ar mirdi e-keit ma
oa egile
er sal-klas, staliet war ar bankoù kozh, o selaou aketus un displegadenn
diwar-benn istor ar skol. Buhan tre e teuas
ar gomz diwar-benn ar c’hastizoù a gouezhe war penn ar skolidi paket o
komz brezhoneg e diabarzh ar skol, dougañ ur votez-koad staget ouzh ar
c’houzoug da skouer. Moelwen Gwyndaf ha
Philip Ainsworth
a gontas neuze penaos e oa bet heñvel-mik gwaskadur ar c’hembraeg,
ar pezh ne ouiemp ket e gwirionez, ken bev
ha yac’h e seblant deomp bezañ o yezh ; marteze eo peogwir en deus ar c’hembraeg
ur statud ofisiel omp bet lakaet da chom hep gouzout o doa bevet
ivez
ur mare ken kriz. Eskemmet eo bet kalz e
pep rummad e-pad ar “c’hentelioù” dudius-se, graet ur bern goulennoù gant
ar re yaouank, ha
kontet istorioù...
N’eo ket chomet kalz amzer deomp
goude-se
evit “skrivañ linennoù” gant ur bluenn splujet
e liv glas-ruz !

Seniñ a
ra ar c’hloc’h, bep hini a denn kuit e galdrav du, lamm e-barzh e votoù-koad,
hag hop, er-maez evit ar prantad-c’hoari : c’hoari
pik-nik !
Solenn, eus Radio-Kerne,
a zo chomet gant ar strollad a-hed ar mintinvezh. Aterset he deus tud
Plogoneg ha Llandysul e brezhoneg (tud ‘zo e Llandysul a’r fro a oar
brezhoneg !), ha fardet un abadenn vrav.
C’hoari
pik-nik eta... Nann ! Unan gwirion ha fonnus eo bet. Hag ouzhpenn-se eo
bet profet da dout ar vandennad ur banne digor-kalon gant
Kuzul gevellañ Kraoñ (gevellet gant Sligo e
Bro Iwerzhon). Brav splann an amzer, staliet an taolioù er maez ha paket
un nebeud taolioù-heol (dreist-holl ar Gembreiz !). Laouenidigezh,
kanaouennoù evit trugarekaat mignoned Kraoñ, avaloù-sukrin, rezin e-leizh,
gwastell-vras Adèle rannet e tammoù bihan, e-giz er Pardon ! Graet un
droiad buhan betek Beg Ar C’havr, a-raok
“arsailhañ” an eil mirdi.

En Argol, mirdi ar Micherioù Kozh.
Ur mirdi
birvidik eo. En ur bemzek a “stalioù-labour” e vez
diskouezhet ar vuhez pemdeziek ha micherioù gwechall : kordenner,
nezerez lin ha gloan, botaouer, bouteger, marichal, h.a. E pep stal ez
eus un den o tiskouezh penaos e oa implijet pep benveg hag o kinnig da
bep hini klask plezhañ an aozilh, nezañ ar gegel pe grouiñ ur c’hwitell
goad. Tud Llandysul ha Plogoneg a zo tremenet asambles d’ur stal d’egile,
laouen da eskemm etrezo ha gant tud a youl vat kevredigezh “Micherioù
Kozh ar Vro”. Goude-se int aet asambles ivez betek ur porzh gouestlet da
c’hoarioù hengounel
Breizh,
e-kichen iliz Argol. C’hoariet o deus boul-tenn, paledoù, pil-koat ha
traoù all e-pad un eurvezhig.
Leun a
draoù a zo bet desket a-hed an devezh-se hag adkavet spered an
Eisteddfod
a oa bet
fardet
evit ar Blogoniz e Llandysul e Miz Ebrel 2006 (da wel’ e rentañ-kont
beaj 2006). Peadra da vagañ ar gaoz diouzh an nozh er familhoù !
Un
danevellig evit echuiñ : e-barzh ur familh e oa ur c’houblad a vro
Gebek deuet da dremen ur sizhunvezh e
Breizh. Perzh o deus kemeret en dibenn-sizhunvezh a-bezh hag int bet
plijet bras gant an devezh-se. Dav eo larout : Elina a zo orin a Vro
Gembre ha Gerard en deus dizoloet aze, estreget sevenadur Breizh, un
tamm mat eus hini e gwreg. Sabatuet eo bet !
MEURZH 28 : Poent mont kuit dija.
Eskemmet e vez chomlec’hioù e-mail, fotoioù niverek (hengoun hag amzer a
vremañ !) ha promesaoù d’en em adgavout e 2008 !
HWYL – KENAVO !