Istor

Ar cĺhŕrio¨ gevellet   

 

Gevella˝

Kŕrio¨ gevellet

Kembraeg-
Brezhoneg

Sevenadur

Liammo¨

Luc'hskeudenno¨

 

Baleadenno¨, kevredigezhio¨, relijionů peadra da gontanti˝ tout an dud en div gumun pe en trowardroio¨. Setu da heul un nebeud skouerio¨ deus ar pezh a c'heller ober :

 E Llandysul a'r Fro...                       E Plogoneg...

E Llandysul aĺr Fro, kemer perzh en ur gevredigezh a zo kement ha beza˝ part eus kumuniezh an dud. Alies-mat eo emellet an dud e meur a gevredigezh, meur a emvod da vont enne e-kerz ar sizhun pe n'eo ket meur a emvod er memes nozvezh evit lod. Un daou-ugent kevredigezh bennak a zo evito, lod o vont en-dro e kembraeg, lod all e saozneg.

 Kevredigezhio¨ zo evit ar merc'hed nemetken, lod all evit ar baotred, re all c'hoazh a zo digor d'an holl. Ganto o deus moaien an dud d'en em welet, d'aoza˝ kaozeadenno¨ pe frikoio¨ da skouer. Bez 'zo ur c'homite gevella˝, kevredigezhio¨ war ar sport (poull-neuial, mell-droad, basket-ball, kanoeů), kleub ar re gozh, bod ar re yaouank, kleub bilhard, ur gevredigezh pesketa, kevredigezhio¨ al labourerien-douar yaouank, ha kement zo c'hoazhů

E Llangrannog war an aod zo ur c'hamp gant Kevre kembreat ar yaouankiz (Urdd Gobaith Cymru), Gwersyll yr Urdd e anv. Ar muia˝ a drao¨ a c'heller ober a vez graet e kembraeg. Ar re yaouank a c'hell ober a bep seurt trao¨ : neuial, rolla˝, kezeka˝, ski war hent kenaozet, hag ur bern trao¨ all c'hoazh, ha dreist-holl striva˝ war o c'hembraeg. Bep bloaz e ya du-hont evit ur sizhunvezh dre vras strollado¨ skol eus tout bro Gembre ha deus lec'h all ivez, re Blogoneg en o zouez.

2002 ecolier.jpg (42371 bytes)

Skolidi Plogoneg e Kreizenn dudi Llangrannog

E-barzh ar vro gembraek ema˝ Llandysul ha neuze eo pouezus-kena˝ kas war-raok ha difenn ar yezh. Posupl eo d'an dud heulia˝ kentelio¨ kembraeg d'an daoulamm. Evit ar re o deus divizet hen deski˝ e vez aozet kejadenno¨ etre ar re a zo o teski˝ hag ar re a gomz ingal, anvet CYD. Bez'zo dioute e Llandysul, e Llangrannog hag e kalz kŕriadenno¨ all. Rei˝ a reont tro d'an dud tapet fizia˝s enne ha d'ober gant ar yezh e-maez eus ar c'hentelio¨. Da geja˝ gant tud all ivez, ha pa vefent o kregi˝ pe get.

 

Bep bloaz zo ur marc'had da goulz Nedeleg, ur festival diwar-benn ar boued, ha meurlarjez vez graet e-pad an ha˝v. Gant an tri darvoud-se e vez desachet tud er vro e meur a goulz er bloaz.

 

food festival.jpg (30393 bytes) food festival 2.jpg (31617 bytes) food festival 3.jpg (31984 bytes)
Stalio¨ Ar skolidi Danserien "Carreg Las Morris"

E fin an 19vet kantved e veze gwriet gloan e pep korn ar vro ha deus ar mare-se eo chomet kalz meilho¨. Ar c'halz anezho n'int ket meilho¨ evit ar gloan ken. Unan anezho zo deuet da veza˝ mirdi ar gloan (Dre-fach Felindre). N'eus nemet unan brema˝ a ya en-dro gant nerzh an dour (Rock Mills e Capel Dewi). Interesant eo d'o biziti˝ a-benn deski˝ penaos e vez treuzfurmet ar gloan ha penaos gwriat anezha˝. Digoust eo mont e-barzh ar mirdi, evel en holl virdio¨ broadel e Kembre.

musÚe de la laine Drefach.JPG (304002 bytes)

Mirdi gloan Drefach-Felindre  

Evit a sell a relijion zo a bep seurt emsavio¨. E 1536 eo bet krouet an Iliz Anglikan dre m'eo en em zispartiet Herri VIII eus Iliz Roma. Diwezhatoc'h en em zispartio disivouderien all eus an Iliz Anglikan. Ilizo¨ lec'hel a zo savet ganto ha dont a reont da veza˝ an Indepandanted. E 1639 e vo savet kenta˝ chapel an Indepandanted e Kembre. Ne gredont ket en un Iliz renkadet, meret e vez buhez ar ź chapel ╗ (an ti m'en em vod ar barrezianiz enna˝) gant ar barrezianiz o-unan (an ź iliz ╗).

Úglise_ll.jpg (37075 bytes)

chapelle Seion.JPG (32718 bytes)

Iliz "Tysul" 
Anglikan
  

Chapel "Seion"
Indepandanted

Dispartio¨ all a vo etrezo. Lod a gred er badez pa'z erru an dud d'an oad gour, ha graet e vez Badezourien diouto. Lod all a gred eo Doue ur framm e-unan ha neket en Dreinded e kredont. Graet e vez Unitarianed diouto neuze. An Indepandanted, an Unitarianed hag ar Vadezourien a ya d'ober strollad an Emdennerien.

       

chapelle Baptistes.JPG (34592 bytes) chapelle Unitarian.JPG (42076 bytes)
Chapel "Penybont"
Vadezourien  
Chapel "Graig"
Unitariened

 

E 1812 eo en em zisrannet ur strollad all eus an Iliz Anglikan a-benn sevel an Iliz Vetodist. E 1820, lod eus ar Vetodisted a sav a-du gant mennozhio¨ John Wesley ha graet e vez diouto neuze Metodisted Wesley. Heulia˝ a reont kelennadurezh ar Bibl en un doare all. Hiziv-an-deiz e kemer perzh an daou luskad-se en Hengoun Emdennat ivez.

En em gav a raer neuze gant c'hwec'h luskad relijiel dishe˝vel tamm pe damm an eil eus egile : an Iliz Anglikan hag an Emdennerien a gaver en o zouez an Indepandanted, an Unitarianed, ar Vadezourien, ar Vetodisted ha Metodisted Wesley. Ouzhpenn eus an diforc'hio¨-se e vez graet ar servij relijiel e kembraeg e chapelio¨ zo hag e saozneg e chapelio¨ all. En iliz Llandysul e vez graet ar servij relijiel e kembraeg hag e saozneg da eurio¨ dishe˝vel. Indepandanted ha Badezourien Llandysul a zo o frezeg e kembraeg. N'eus ket eus an holl luskado¨-se e Llandysul aĺr Fro d'an deiz a-vrema˝, met bez 'zo bet eus outo betek n'eus ket pell zo.

E Plogoneg, e c'hell an dud kemer perzh en un tregont bennak a gevredigezhio¨ a bep seurt. Bez 'zo ivez kevredigezhio¨ war ar sport (kleub bale, belo, mell-droad, panervell, tennis taol, embregerezh korfů), kleub ar re gozh, kleub ar stourmerien gozh, bod ar re yaouank, kevredigezhio¨ chaseourien, kalz reo¨ all c'hoazh.

halle_de_sport.JPG (36848 bytes)

Sal ar sporto¨

Emellet eo ivez ULAMIR e Bro Glazik (Unvaniezh Lec'hel an Anima˝ war ar Maez) e buhez ar gumun. Ur gevredigezh etre kumunio¨ eo, bet savet e 1982. Oberiant eo war bemp kumun stok ouzh Kemper : Ploveilh, PlugŘen, Gwengad, Ploneiz ha Plogoneg. Da balio¨ he deus da :

  Sikour ar c'hevredigezhio¨ en o c'hefridi anima˝
  
Studial an ezhommo¨ war an dachenn sokio-deskadurel ha kelaoui˝ ar servijo¨ publik war an trao¨ a rankfe beza˝ sevenet.
  
Aoza˝ ha kas war-raok hec'h-unan oberiantizo¨ sokio-deskadurel war he zachennad.

Lod eus an oberiantizo¨ a vez aozet war ar bemp kumun, lod war unan hepken, met digor d'an holl int. Da heul, sed ama˝ un nebeud skouerio¨ deus an oberiantizo¨ aozet gant an ULAMIR e Plogoneg :


  
Kleub urzhiataerezh
  
Yoga
  
Kleub natur
  
Kleub glad
  
Prezegenno¨ ů

Oberiantizo¨ a vez graet espres-kaer evit ar re yaouank, e-pad ar vaka˝so¨-skol pergen : poull-rikla, chanterio¨ labour, sporto¨ ů

Evit a sell ouzh sevenadur Breizh e vez aozet bep bloaz gant ar c'homite gevella˝ ur pred gant krampouezh hag ur fest-noz d'e heul. Un digarez vrav evit an dud a heul kentelio¨ da˝so¨ Breizh e Plogoneg da bleustri˝ war an dachenn.

1997 crŕpes.jpg (30737 bytes)                    1999 fest noz.jpg (39934 bytes)

Abadenn krampouezh                           Fest-noz                  

Ur glad relijiel pinvidik-kena˝ a zo e Plogoneg. Seizh chapel ha kalz kalvario¨ ha kroazio¨ a zo war ar gumun. Ar c'halz anezho a zo bet savet etre ar 15vet hag ar 17vet kantved, ur mare ma oa ar gumun e-kreiz he bar. Chapelio¨ an Iliz Gatolik int holl. Hiziv an deiz  ne vez graet ar servij relijiel nemet en iliz parrez Sant Turien. Dediet eo pep chapel d'he sant, hag e pep hini anezho zo ur pardon bep bloaz. Graet e vez war-dro bep chapel gant ur gevredigezh da bep hini, ha ganti e vez aozet ar pardon.

seznec_1.jpg (37410 bytes)

St_Pierre.JPG (37645 bytes)

St_Albin chapelle.JPG (35493 bytes)

St_Thelau_2.JPG (44549 bytes)

Chapel Seneg

Chapel St-Pŕr

Chapel St-Alc'houen

Chapel St-Telo

 

La_Lorette.JPG (35078 bytes)

St_Thegonnec.JPG (43974 bytes)

Eglise_paroissiale.JPG (30659 bytes)

Chapel Itron Varia  Loretta

Chapel St-Tegoneg

Iliz St-Turien

Anavezet-meurbet eo pardon Sant Ronan e Lokorn. Bep c'hwec'h bloaz e vez graet tro vras ar Vinic'hi. 12 km a hent a zo a-dreuz kumunio¨ Lokorn, Plonevez-Porzhe, Kemeneven ha Plogoneg. A-wezhio¨ ez aer gant hento¨, a-wezhio¨ ez aer dre ar parkeier. A-hed sizhun tro ar vinic'hi zo moaien da vont gant an hent-se, noz ha deiz, pe da goulz ar brosesion vras a zo d'ar sul, e penn-kenta˝ pe e dibenn ar sizhun. Sa˝set e oa an hentad graet bep sizhun gant Sant Ronan. Lochenno¨ bihan a zo a-hed an hent, a ra dave eus chapelio¨ ar c'humunio¨. Ar pemp bloavezh all e vez graet un dro vihan a 4 km, e koun an hentad a rae bemdez Sant Ronan.  

Evit ar re a blij dezho mont da bourmen zo kalz rabino¨ e koad an Neved. Adal chapel Sant Telo zo moaien da vont a-dreuz koad an Dug betek ar Voudenn (lec'h uhela˝ ar gumun). Ac'hann zo moaien da vourra˝ bae Douarnenez, hag en ur ziskenn dre an hent e vez gwelet borc'h Plogoneg war ar braz.

 

                                      Cymraeg                      Brezhoneg                     English                       Franšais