|
Ar
c’heltieg eo orin ar c'hembraeg hag ar brezhoneg. Met cheñch a ra ar
yezhoù a-hed ar c’hantvedoù. Aloubadegoù, gwaskerezh, yezhoù all
boaziet tro-dro dezho, meur a abeg
zo evit e cheñcho stumm ar yezhoù. Tu zo displegañ emdroadur
ar c’hembraeg hag ar brezhoneg evel-se :
An
orinoù keltiek
Henvrezhoneg hag hengembraeg : adalek ar 5vet kantved.
Krennvrezhoneg ha krenngembraeg : adalek an 11vet
kantved
Brezhoneg ha kembraeg modern : adalek fin ar 16vet
kantved
Brezhoneg ha kembraeg a-vremañ : abaoe an 20vet kantved
Bevet o deus ar brezhoneg hag
ar c’hembraeg dreist ha daoust d’ar c’hantvedoù. N’o laoskomp
ket mervel!
Div
yezh eo ar brezhoneg hag ar c’hembraeg, da bep hini he ferzhioù dibar.
Traoù heñvel a zo e pep hini anezho, e keñver yezhadur pe e keñver
geriaoueg.
|