Degemer mat  

 

Gevellañ

Kêrioù gevellet

Kembraeg-
Brezhoneg

Sevenadur

Liammoù

Luc'hskeudennoù

 

war lec'hienn Komite Gevellañ Plogoneg - Llandysul.

Amañ e kavoc'h titouroù war ar c'homite gevellañ evel-just (an deroù, an traoù a zo bet graet…), war an div gêr c'hevellet ha war yezhoù ha sevenadurioù Breizh ha Kembre. Kit d'ober un droiad e korn ar fotoioù a-benn anavezet gwelloc'h an div gêr c'hevellet hag an eskemmoù kenetreze.

Trugarekadennoù:

Mersi bras d'an holl re o deus labouret a-benn sevel al lec'hienn-mañ, koulz war ar stumm hag an danvez, ha d'ar re o deus kemeret amzer da gomz ganin eus istor, hengoun ha sevenadur e Kembre pe e Breizh pergen. Mersi ivez d'an holl o deus strivet evit e vefe peder yezh war al lec'hienn-mañ o kemer perzh er pezh mell labour treiñ-se.

Dav eo din trugarekaat Jaklin ha Yann-Bêr am eus goulennataet kalzik evit a sell ouzh tu Breizh al lec'hienn, hag Huw ha Wenna evit bezañ desket kalz traoù din diwar-benn bro Gembre, ha dreze on bet e darempred gant an dud barrek da sikour ac'hanon.

Mersi c'hoazh da Yannig a labour e Ti Ar Vro Kemper hag en deus troet al lec'hienn-se e brezhoneg.

Beaj vat a-dreuz al lec'hienn!  

Savet eo bet al lec'hienn Internet-mañ gant Katell Pennaneac'h e-kerz dek miz e Llandysul e-ser un SVE (Service Volontaire Européen - Servij Europat a-youl vat), etre miz Gwengolo 2003 ha miz Gouere 2004, aozet gant komiteoù gevellañ Llandysul ha Plogoneg.

 

                                      Cymraeg                      Brezhoneg                     English                       Français