|
An
dańsoł:
E
bro Gembre...
Tri rummad dańsoł
hengounel a zo : dańs ar botoł-koad (dawns y clogsen), dańsoł gouel ha
dańsoł lez.
Gant botoł-koad hag ur skubellenn e vez dańset dawns y clogsen. Diskouez
a ra ar baotred o ampartiz o lammat hag och ober troioł-ouesk.
Gant ar violońs
e vez sonet an dańsoł gouel peurliesań. Kalz a lusk a zo ganto. Dańsoł
evel Rali Twm Sion ha Gwyl Ifan a zo skouerius eus ar mod dańsal-se.
Gant an
delenn e vez sonet an dańsoł lez. Dańsoł siriusoch int. Er rummad-se
emań an dańsoł Llanofer Reel, Meillionnen ha Rhisiart Annwyl.
Tu zo ober
gant ar piano, ar fleüt hag an akordeońs evit seniń an tonioł da zańsal.
Neus ket
kalz lechioł evit deskiń dańsal. Abaoe un dregont vloaz bennak e
teuont war wel en-dro, gant ar re yaouank dreist-holl. Gant kevredigezhioł
e vez aozet Twmpathau (nozvezhioł da zańsal, dober toumpi) e-lech
ma chall an dud deskiń dańsal. Strolladoł dańserien o devez tro
den em ziskouez ha kemer perzh en Eisteddfodau. Bez zo deus an
Eisteddfod vroadel hag an Esisteddfodau lechel. Evit ar re yaouank e
vez aozet lod gant an Urdd (kevre ar yaouankizoł kembreat).Digor dan
holl eo an Eisteddfod vroadel. Gouelioł kanań ha dańsal a zo ivez evel
Gwyl Cerdd Dant.
Er meilhoł e
vez fardet an dilhad. Tennań a reont tamm pe damm dar re a veze
gwisket er chantvedoł kent, hervez ha diouzh an dańsoł.
E
Breizh...
Gwechall e
veze dańset da skouer da geńver an euredoł gant an dud war ar maez. Dańsoł
a oa e pep bro, hag eurvezhioł-pad e vez e dańset o lidań an abadenn pe
an degouezh. Er bloavezhioł 40 eo bet krouet ar chelchioł,keltiek
(strolladoł dańserien dreist-holl) hag ar bagadoł (strolladoł sonerien).
Hiziv ez a muioch a dud er festoł-noz hag er festoł-deiz, pa vefent
tud ampart pe get, tuad kozh ha tud yaouank.
Plijadur hag
entan evit an dańsoł a vez diskouezet gant an dud az a dar festoł-noz
ha festoł-deiz. Bamus eo gwelet an dud on em lakaat da zańsal war al
leur ( a chall bezań porzh ar plas) kerkent ha sonet notennoł kentań
an ton. Tost bep noz zo ur fest-noz e Breizh-Izel e-pad an hańv.
E-kerz ar
festivalioł evel Gouelioł-Meur Kerne e Kemper, pe Gouel ar Sant Loup e
Gwengamp e kemer perzh ar chelchioł keltiek e kenstrivadegoł ha dańsal
a reont dirak an dud. Gwisket mod kozh int, hag a-wezhioł e vez graet an
dilhad gant an dud o-unan. Disheńvel eo ar gizioł gwiskań diouzh broioł
Breizh.
E touez dańsoł
anavezetań Breizh e kaver ar gavotenn, an an-dro, al laridenn, ar plinn,
rond Sant Visant. Gizioł hag adstummoł a zo diouzh ar broioł (gavotenn
ar menez, gavotenn an Aven...).

Musik
ha kan :
E
bro Gembre,
Pouezus bras
eo ar chan e sevenadur Kembre. Adalek ar skol kentań derez e vez
desket kanań dar vugale. Niverus eo al lazoł-kanań. En Eisteddfodau
e kenstrivont, pe kanań a reont en abadennoł a vez er chapelioł.
Evit a sell
ouzh ar sonerezh eo deuet ar
chiz gant an delenn en-dro. Pa vez distaget barzhonegoł e challer
he chlevet ivez. Kavout a reer strolladoł sonerezh hengounel met ivez
strolladoł rock ha tekno a ra gant ar chembraeg.
Kenstrivadeg vloaz ar chan, ar varzhoniezh hag an dańs Gwyl Cerdd Dant.
Cheńch lech a ra bep bloaz evel an Eisteddfodau.
E
Breizh,
Ul lańs
nevez a zo gant sonerezh Breizh evel ma zo gant an dańs. Bez zo bagadoł
e-leizh, o kenstrivań, o seniń er festivalioł pe er festoł-noz.
Diazez ar
bagad eo ar bombardoł, ar biniaouioł hag an toumperezh. A-wezhioł e
kaver sonerien biolońs, telenn, pe choazh gitar o vont do heul.
Gant ar penn-soner e vez renet ar bagad.
Gant sonerien,
kanerien kan-ha-diskan ha strolladoł e vez graet ar festoł-noz hag ar
festoł-deiz. Gant binviji da chwezhań e-barzh e ra ar sonerien :
bombard ha binioł. Un doare kanań eo ar chan-ha-diskan : kregiń a ra
ar chaner e-unan ha gant an diskaner e vez echuet ar frazenn a-raok e
vefe echu gant ar chaner, evit eilpennań ar frazenn div wezh. Ha
dar chaner en-dro evit an eil frazenn.
Berzh o deus
graet ar strolladoł hengounel er bloavezhioł 70. Dar mare-se e raent
gant binviji hengounel, pa reont kalz gant gitaroł, orglez hag all dan
deiz a hiziv. Diwar vremań zo lod a zo muioch hengounel, ha lod all
tost dun doare « rock breizhat », ha gant reoł all e vez
tostaet eus muzikoł all ar bed.

Barzhoniezh:
E
bro Gembre :
Barzhoniezh a
vez graet e Kembre abaoe ar 6vet kantved. A bouez bras eo e
sevenadur Kembre, ha neuze ez adkaver anezhi en Eisteddfodau. Div
arouez-trech a zo da chounit en Eisteddfod vroadel : ar gador
hag ar gurunenn. Div genstrivadeg disheńvel mat int.
Reolennoł
strizh a zo evit gounit ar gador. Ar reolennoł-se a challer deskiń e-kerz
kentelioł-noz e Kerdiz pe e Caerfyrddin da skouer. Un dek bennak a dud a
gemer perzh er genstrivadeg. Dre vras zo daou-ugent den a gemer perzh e
kenstrivadeg ar gurunenn. Reolennoł nebeutoch strizhha barzhoneg un
tamm laoskoch. Bep bloaz e ranker doujań ouzh un tem.
« Stompau »
a vez graet ivez. Un nebeud munutennoł a zo gant pep hini evit lenn e
varzhoneg dirak ar publik. Gantań eo e vez barnet al lennerien ha dibabet
piv a lenno da heul.
E
Breizh :
Dre ma oa bet
dilezet ar brezhoneg gant an uhelidi adalek an 10vet kantved eo
chomet poblek ar varzhoniezh vrezhonek betek an 19vet kantved.
Lennegezh dre gomz a reer anezhi. Gant Kervarker eo bet dastumet
kanaouennoł, strobet er « Barzhaz Breizh » en 19vet
kantved. Skouerioł deus an doare barzhoniezh-se eo ar chanaouennoł-se.
Er
varzhoniezh vrezhonek evel en hini bro Gembre e kaver estreget rimoł en
diwezh met ivez e-barzh ar gwerzennoł. Graet e vez klotennoł diabarzh
anezho.
Bez zo atav
eus ar varzhoniezh e Breizh. Nebeut anavezet eo gant an dud abalamour
dan diouer a blas a zo gouestlet dezhi er radio, en tele hag er
chazetennoł. Brezhoneg pe challek e chall bezań.

|