Trao¨ sevenet

Izili

 Derou ar gevella˝  

 

 Gevella˝  

Kŕrio¨ gevellet

Kembraeg-
Brezhoneg

Sevenadur

Liammo¨

Luc'hskeudenno¨

 

 

Perak gevella˝ ar gŕr ?

Abaoe pell zo e oa bet so˝jet e gevella˝ Llandysul gant ur gŕr all, pell a-raok e vefe deus ar gevella˝-ma˝. Meur a abeg a zo evit gevella˝ ur gŕr. Tout an dud n'int ket he˝vel o falio¨.

Da genta˝-holl ez eus ar c'hoant da groui˝ liammo¨ etre kumuniezho¨, a-benn eskemm menozio¨, so˝jo¨ ha skiant-prenet. Evit ma vo efedus ar gevella˝ etre div gŕr eo pouezus-bras e vefent tost a-walc'h o ment d'an div hag ar pezh a fell dezho ober. Neuze e c'hell pep hini anezho digas menozio¨ nevez an eil d'eben evit a sell ouzh buhez ar gumun, an deskadurezh, an ekonomiezh, ar sevenadur, hag allů

Digeri˝ e spered ouzh ar bed eo e vez graet en ur c'hevelli˝ ur gŕr gant unan all. Rei˝ a ra tro ar gevella˝ da da˝va un doare all da veva˝, gant e berzhio¨ mat hag e berzhio¨ fall, ha d'ober gant an dishe˝velded.

Perak dibab Plogoneg ?

Ur gumuniezh kembraek-tre eo Llandysul aĺr Fro. Pouezus-kena˝ eo ar yezh evit ar gembraegerien, ha neuze e oa poellek-kena˝ da vont da c'hevelli˝ gant ur gumuniezh a gomz ur yezh geltiek all, a-benn eskemm titouro¨ evit a sell ouzh ar yezh, ar sevenadur, hag ouzh ar gwask hag ar c'hudenno¨ e ranker tala˝ outo. Da lavaret eo e ranke ar gŕr c'hevellet beza˝ ur gumun war ar maez ha divyezhek war un dro.

Un nebeud bloavezhio¨ a-raok 1982, izili deus Merched y Wawr (eus skourr lec'hel ur gevredigezh vroadel evit ar merc'hed) a zo aet da Vreizh a-benn klask ur gŕr evit gevella˝ ganti met ne oa hini ebet o klota˝ gant an ezhommo¨. E 1983 eo bet roet la˝s d'ar raktres en-dro. Gant Cylch Cinio (Kelc'h paotred Kembre) eo bet kemeret en-dro. Lakaet eo bet war-sav ur c'homite da c'hortoz, gant Huw Bevan-Jones da brezidant ha Philip Ainsworth da sekretour, a-benn mont pelloc'h ganta˝. Aet eo Wenna ha Huw Bevan-Jones da Vreizh e darempred gant Per Denez unan eus o mignoned eus Douarnenez, a roas dezho anvio¨ div gumun a c'hellfe beza˝ dibabet. Plogoneg a oa unan anezho.

Un dro wenn e voe an droiad genta˝ e Plogoneg. An dud e oant aet e darempred ganto ne oant gwall domm gant ar gevella˝ dre-vras, ha ne ha˝valent ket beza˝ entanet gant ar raktres. Diwezhatoc'h, hag int distro da Gembre, e resevjont ul lizher a-berzh Lukian Kergoat evit rei˝ kalon dezho en ur rei˝ anvio¨ Jaklin Pennaneac'h ha Yann-Bŕr Rivalin, tud a c'hallfe beza˝ dedennet. Alese, e 1985 e voe an darempredo¨ stank kenta˝ etre an div gumun hag e teuas ar raktres gevella˝ da wir eus an daou du.

 Lakaat ar gevella˝ war-sav

D'ar 4 a viz Ebrel en deus Kuzul-kŕr Plogoneg disklŕriet e oa a-du gant ar gevella˝. Un ź Emvod Meur ╗ kenta˝ a zo bet aozet evit an dud dedennet gant ar raktres. Savet eo bet an teuliad kinnig ar gumun da Llandysul gant ur strollad daouzek den bennak enna˝.

E Llandysul e sav a-du Kuzul Kumuniezh ar Rannbarzh gant mennad ar gevella˝, gant ma vo gouest da en em arc'hantaoui˝ e-unan. Kaset eo teuliad ar Gembreiz e miz Ebrel 1987 da Blogoneg.

Dre an teuliado¨-se ez eus tu d'an div c'hevellez beza˝ kinniget da annezidi ha dileuridi ar gumun all.

E Plogoneg e teu ar c'homite gevella˝ da veza˝ ofisiel ar 26 a viz Mae gant dilennadeg ur burev, pa ne oa ket savet da vat betek-henn. Betek 1997 e voe Jaklin Pennaneac'h da brezidantez. E Llandysul eo chomet he˝vel ar burev.

Ar veaj kenta˝ da Llandysul a zo bet aozet eus an 10 d'an 12 a Viz Gouere. Un dregont den bennak eus Plogoneg o doa kemeret perzh d'ar gwir eskemm sevenadurel-se. Gweladenni˝ a reont an trowardroio¨, selaou a reont strollado¨ sonerezh Kembre evit ar wezh kenta˝, met peadra a oa deuet ganto ivez : karget a billigo¨ e oa ar c'harr-boutin, gant ur c'hoari boull tenn ouzhpenn. Un eston eo ar c'hanaouenno¨, an da˝so¨, hag ar c'hrampouezh war ar marc'had. En un aergelc'h blijus e tremenas ar chomadenn, leun a spi evit an amzer-da-zont.

Tro ar Gembreiz a voe e miz Here. Un dregont bennak anezho a zeuas da anavezet Plogoneg ha kendalc'h gant erv an eskemm sevenadurel bet boulc'het e miz Gouere. War skoulma˝ ema˝ an darempredo¨ etre an div gumun, ha loc'het mat e ha˝val beza˝ ar gevella˝.

D'ar 16 a viz Gouere 1988 e voz sinet e Llandysul tamm kenta˝ ar garta, gant maer Plogoneg ha prezidant Kuzul Kumuniezh Llandysul, pa zistro e Llandysul daou-ugent Plogonegad bennak evit un dibenn-sizhun hir. Sinet e voe an eil tamm d'an 20 a viz eost 1989 e Plogoneg war an ton bras. 75 Kembread a zo war al lec'h. Ofisiel e vo ar gevella˝ etre Llandysul a'r Fro-Plogoneg diwar vrema˝.

Un takad melestradurel eo ar gumun hag an darn vrasa˝ eus ar re a gemer perzh a zo o chom e Plogoneg. Ar memes tra evit korn-bro Llandysul a'r Fro (Llandysul hag an tro-war-droio¨), pa 'z eo brasoc'h ha nebeutoc'h resis he gorread.

 

                                      Cymraeg                      Brezhoneg                     English                       Franšais