|

|
 |
Oberiantizoł
|
|
Istor
ar chźrioł gevellet |
|
Kźrioł
gevellet
Kembraeg-
Brezhoneg
Sevenadur
Liammoł
Luc'hskeudennoł

|
Istor
Llandysul
Istor
Plogoneg |
|
Mersi
da z/Dr. John Davies ha d'André Bozec o deus roet an aotre evit implijout
o labourioł.
Istor
Llandysul a Fro
diwar
labourioł an Dr. John Davies, istorour ar vro
|
|
Interesant-kenań
eo istor Llandysul ar Fro. Ma zo darvoudoł ne sellont nemet eus ar c'horn-bro,
darvoudoł all a zo bet pouezus evit istor broadel Kembre.
Er
5vet kantved goude J.-K. e voe kaset Vortigern, roue kentań o
vezań roet tro d'ar Saozon da ober annez e Preden, etrezek kornaoueg ar
vro gant Germanus hag a zegouezhas tro-dro ar bloaz 400. Repu e kavas
Vortigern en un draońienn vagoariek, anvet Craig Gwrtheyrn abaoe. War ar
run e stumm ur vrennigenn en tu all eus ar stźr-Teifi, e parrez
Llanfihangel-ar-arth. Lār a ra an nen e reas yun Germanus e-pad tri
devezh ha teir nozvezh. E-kreiz an trede nozvezh e voe tanfoeltret ar c'histilli
dre an neńvoł. Mervel a reas Vortigern hag e holl wragez.
Kozh-kenań
eo ar gontadenn boblek-mań, arouezius-tre eus kontadennoł bro Gembre,
dre m'eo bet skrivet gant eus kentań istorourien Breizh-Veur, Nennius, en
8vet kantved.
|
|
Ur
vrav ha kozh a iliz eo hini Llandysul, Sant Tysul hec'h anv. Koshań ti ar
gumun eo. En 13vet kantved eo bet savet diwar diazezoł kozh,
savet gant Sant Tysul er 6vet kantved. Hemań a oa mab Corun,
mab Ceredig, a roas e anv d'ar rouantelezh a zo hiziv kontelezh Ceredigion.
Ur mab all en doa Ceredig, Sant , hag a voe tad Sant Patron Bro-Gembre,
Sant Dewi. Dre-se e oa kendirvi Sant Tysul ha Sant Dewi. Tad Ceredig a oa
Cunedda, roue Din-Edin, hag a zeuas er c'hreisteiz evit kas an Iwerzhoniz
er-maez eus Gwynedd. Alese e krouas lignez roueed hanternoz bro Gembre.
E-kreiz
sekretiri Kor an iliz ez eus ur maen, enskrivadurioł engravet warni. Deus
penn-kentań ar Gristenelezh eo. E koun Veloria, merc'h Brohomaglus, eo
anvet « Maen Velfor ». Divyezhek eo enskrivadur ar maen, e
latin hag e ogam (stumm-skrivań kozh an Iwerzhoneg). Diwar-se e ouier e
oa ur boblańs iwerzhonat o vevań er vro.
|
Iliz Llandysul

Maen "Velvor" |
|
Dilennet
eo bet Owain Glyndwr da Brińs bro Gembre rak prińs Powys (kreiz Kembre)
e oa e dad Gruffydd Fychan ha prińsez Deheubarth (kreisteiz Kembre) e oa
e vamm Elen. Diskennidi eeun diwezhań roue kreisteiz Kembre a-bezh, Rhys
ap Tewdwr, e oa Elen, he c'hoar hag he breudeur. Pa savas Owain a-enep d'ar
Saozon, e 1400, ar re gentań a yeas gantań a voe paotred Llandysul.
Evit-se eo bet rasket gant Herri IV douaroł Owain Glyndwr tro-dro da
Llandysul e fin an emsavadeg.
Aotrouien
Llandysul e oa Elen ha Gruffydd Fychan pa varvas Owain ap Thomas ap
Llywelyn hag Owain ap Llywelyn, hag a oa breur hag eontr Elen. An dou
zen-mań a oa difennerien iliz Llandysul, hag er gumun e oa o Lez. Tu zo
sońjal e oa, e-touez koshań tier Llandysul, Lez Owain Glyndwr hag e
hendadoł.
|
|
E
1644,
e-pad Brezel Diabarzh bro Saoz, e oa difennet Ceredigion gant arme ar
Roue, pa oa bet aloubet bro Caerfyrddin ha bro Pembroke gant arme ar
Parlamant. Teir bolz en doa pont kozh Llandysul, hag an hini a oa deus tu
Pontweli a zo bet distrujet gant ar Roueelourien a-benn miret ouzh ar
Barlamantourien da vont-tre e Ceredigion.
|
 |
|
E-pad
pell e veze lidet ar Bloaz Nevez gant ur c'hoariadeg Cnapan (un doare
mellad) etre porched iliz Llanwenog hag hini iliz Llandysul a dalveze da
balioł. E penn kentań an 19vet kantved e oa deuet ar c'hoari
da vezań rustoc'h, lazhet e oa bet un den ha gloazet meur a hini e-kerz
ar c'hrogadoł. Cheńchet e oa bet deiziad ar C'hala Bloaz gant an
deiziataer Gregorian nevez e 1752, met dalc'het o doa tud ar c'horn-bro da
c'hoari deiz Kala Bloaz kozh, da lāret eo d'an 12 a viz Genver.
Ne
oa ket gwelet ar marv hag ar mac'hagnadurioł evel ur gwall gudenn, met e
1833 e tivizas kure Llandysul ne oa ket reizh e vefe c'hoariet etre div
iliz. Lakaat a reas neuze tud ar parrezioł nes da genstrivań diwar-benn
ar Skridoł Sakr. Bep parrez he skipailh, keveziń a raent o lāret
testennoł dre eńvor.Ar genstrivadeg-se a vez atav anezhi bep 12 a viz
Genver. N'eus nemeti d'an dei-se e bro Gembre.
|
|
E
dibenn 19vet / penn-kentań 20vet kantved e oa
pouezus bras labour ar gloan er c'horn-bro, a-drugarez d'ar stźrioł ha
d'an tier-feurm da sevel deńved a oa stank dre ar vro. Ar braz eus an dud
a oa emellet er sevel danvez, dre al labour e meilhoł ar vro, dre ar
gwriań pe dre ar fardań dilhed. E 1871 e oa 104 gwiader barrek er c'hanton,
un implijad pe zaou gant ar re binvidikań. Pa zeuas an hent-houarn e eil
hanterenn 19vet kantved e voe aesaet an darempredoł gant
greanterezh kreisteiz bro Gembre.
|
Stern-gwiader mirdi Drefach-Felindre |
|
D'an
deiz-a-hiziv eo anavezet Llandysul e bro Gembre a-drugarez d'ar stźr-Teifi
a red dre ar gźriadenn. Mont a ra an dud di deus Breizh-Veur a-bezh,
dreist-holl evit pesketa druilhenn ar stźrioł hag eog, hag evit bageal
war ganoe.

|
 |
|
Istor Plogoneg hervez
labourioł Andre Bozec
|
|
A-raok
1204 ne gaver dave ebet eus Plogoneg. Gant an nebeud relegennoł
ragistorel (krugell Kervolzet, peulvan al leur-iliz, maen keltiek Kerioret)
hag an hentoł roman kozh zo tu sońjal e tremene tud dre an takad-mań,
met n'eo ket sur e oa tud o chom ennań.
|
 |
|
Komzet
e vo evit ar wezh kentań eus Plogoneg en un akta a zonezon da Sant Ronan
d'an 21 a viz Ebrel 1204. E daou damm eo rannet an anv : eus un tu, Ploe a
dalv kement a barrez (plwyf e
kembraeg - da zistagań "plouev"), ha deus an tu all, anv Sant
Koneg pe Sant Tegonneg. E dalc'h gant an Aotrouien a Neved edo ar barrez
d'ar mare-se evit a sell ouzh al lezenn.est un acte de donation.
|
|
Da
vare an Azginivelezh e vo ar barrez en he bleuńv dre ar gwerzhań lin. D'ar
mare-se eo bet savet an darn vrasań eus ar chapelioł, hag ivez manerioł
Boneskad, Rubihan, Garlann ha Seneg. Savet int bet etre ar 15vet
hag ar 17vet kantved.
|

Chapel
St-Pźr |
|
Trouz
a vo dre ar vro koulskoude e-pad ar brezelioł Relijiel (pe c'hoazh
Brezelioł ar C'hevre) eus 1588 da 1598 hag emsavadeg ar paper timbr (pe
eus ar Bonedoł Ruz) e 1675. Unan eus abegoł an emsavadeg-se e voe ar c'hoant
da sevel tailhoł, evel ar paper timbr evit a bep seurt aktoł, pa ne c'helle
ket bezań eus tailhoł gall nevez e Breizh hep asant ar Breujoł., hervez
Feur-emglev Unvaniezh 1532. E Plogoneg e voe roet lamm da gastell ar
Vodenn ha lazhet e ward, a-barzh e vefe lakaet reizh an traoł gant Reun
II a Neved.
E
1789 da vare an Dispac'h Gall e voe anvet person Plogoneg, Jean-Marie
Leissčgues a Rozaven, evel eil kannad ar gloer izel e Kerne er Stadoł
meur, hag er Vodadenn vonreizhań war-lerc'h. Dre ma nac'has touiń d'ar
Republik Unvan ha dizirann e rankas kavout repu en Alamagn e 1792.
|
|
En
19vet kantved e oa c'hoazh uhel mizer an devezhourien ha
feur-mervel ar vugale. Staget eo bet neuze gant ar c'hempenn hentoł hag
ar sevel skolioł. Evit a sell al labour-douar e vo lakaet ar c'hezeg da
denn e plas an ejen, p'emań gonezet ar gwinizh, an heiz, ar c'herc'h, ar
c'hanab hag an avaloł-douar hag a zo ar boued diazez. E dibenn ar c'hantved
e vo digor ar vro war an diavaez pa'z erruo an hent-houarn betek amań.
|
Ti-gar
kozh Pont-Keo
|
|
Gant
lezenn disrann etre an Iliz hag ar Stad d'an 9 a viz Kerzu 1925 e rank
madoł an Iliz bezań renablet ha fiziet e kevredigezhioł sevenadurel. E
Plogoneg evel un tamm pep lec'h e Breizh e rank ar renabl bezań graet
dindan evezh an arme hag ar polis. Nec'het ha fuloret ouzh al lezenn-se e
klasko ar bobl stourm a-enepti. Bannet eo bet ur ruskenn war ar boliserien
war-varc'h pa oant war-nes lammań war ar vanifesterien.
|
|
Merket
don eo bet tud Plogoneg gant an daou vrezel bed. E-kerz brel 14-18 zo bet
lazhet 169 den, da lāret eo tost 5 ł eus an dud, ha gloazet na pet ha
pet all. En eil brezel bed e vo lakaet ar gumun diaes adalek 1943 gant an
Alamanted oc'h aloubiń ar vro ha gant ar bandennadoł preizherien a ra o
reuz. Pa oa an Alamanted o vont kuit eus ar vro eo bet darvet d'ar gumun
bezań gwastet dre wall-distro : lazhet e oa bet ur soudard alaman e
ti-gar Gwengad. Bodet tud ar vorc'h evit bezań lazhet holl en iliz. Dre
forzh kaozeal e tistro an Alamanted war o sońj hag ez eont kuit, ostajoł
en o dalc'h ganto.
|

Monumant
ar re varv |
|
Goude
ar brezel e teio ar cheńchamantoł. An nerzh dre-dan ingalet dre ar
maezioł, ar yoc'h-beveziń, an tachennoł gonit adlodennet hag ar c'hleuzioł
razhet, tamm ha tamm e vo cheńchet kalz ar gweledoł. Muioc'h-mui e ra an
dud annez er gumun evit mont da labourat d'ar c'hźrioł all.
|
|
Er
bloavezhioł 90 e vo savadurioł nevez : ur sal sport, ur skol bublik
nevez, an ti-kźr adnevezet, un ti-post nevez-flamm, ul levraoueg, ha
nevez zo eo bet graet ur sal sokio-sevenadurel evit ar c'hevredigezhioł.
|

Sal
sosial-ha-kulturel |
|
 |