Llandysul a'r Fro 

E Llandysul a’r Fro  emañ Llandysul hag ar c'hêriadennoù tro-dro. Tamm pe damm zo kement a annezidi evit e Plogoneg. E Ceredigion emañ Llandysul, e kornaoueg Kembre, war-hed ar stêr-Teifi, dre vras zo 25 Km evit mont betek Caerfyrddin ha 55 Km evit mont betek Aberystwyth. Talvez a ra Llandysul « iliz (Llan) Sant-Tysul ».  

Harz etre kontelezh Ceredigion hag hini Caerfyrddyn eo ar stêr-Teifi a ya he red e-biou da Llandysul. Evit-se emañ Llandysul e Ceredigion ha Pont-Tyweli e Carmarthenshire, pa ya an div gêriadenn da ober unan hepken. E Llandysul ha Pont-Tyweli asambles zo dre vras 1300 annezad.

 

 rivière.jpg (36454 bytes)                 Pont-Tyweli.JPG (40657 bytes)

Stêr "Teifi"                           "Pont-Tyweli"

Gant Kuzul ar Gumuniezh ha Kuzul ar Gontelezh eo meret ar vuhez foran. Gant an dud e vez anvet ar guzulierien, da bep hini un dachenn resis, evit 4 bloaz. Muioc'h a c'halloud en deus kuzul ar gontelezh evit kuzul ar gumuniezh, o vezañ ma ra war-dro al lodenn vrasañ eus an arc'hantaouiñ. Ober a ra war-dro an aozañ kêr, ar servijoù sokial ha reoù ar yec'hed, an touristerezh, an deskadurezh, ar sportoù, ar servijoù treuzdougen publik… E karg eus ar vuhez pemdeziek eo Kuzul ar Gumuniezh : gouleier er straedoù, bleunioù da ginklañ ar c'hêriadennoù…

 Bez zo e Llandysul a'r Fro ur sal-sport, ur poull-neuial, ur sal-gouelioù, ul levraoueg a ro tro da vont war Internet evit netra, tachennoù sport, ur greizenn evit ar c'hanoe, hag all… Kavet vo ivez notered, tier-bank, kreizennoù mezegiezh, apotikerezhioù, mezeged evit al loened, ur c'hourater madoù, ur gevrenn paotred an tan, un ti poliserien…

bibliothèque ll.JPG (39187 bytes) neuadd.JPG (34159 bytes) pompier.JPG (39220 bytes) salle de sport.jpg (28780 bytes) canoe.jpg (39273 bytes)
Al levraoueg Sal ar gouelioù Ti ar bomperien Sal ar sportoù Ar c'hreizenn Kanoe

Tro-dro zo kêriadennoù bihan ha neuze emañ Landysul brasañ kumun an trowardroioù. Daoust m'emañ war ar maez, fred a zo da gaout. Meur a stal koñvers a zo,  ha tu zo prenañ dilhad, c'hoarielloù, pezhioù arrebeuri, traoù kozh… Kavet vo ivez karrdioù, ispisirioù, kigerezhioù, bouloñjerezhioù, tavarnioù, letioù, pretioù…

 Ouzhpenn ar stalioù gwerzhañ ez eus labouradeg « Tregroes Waffles » e Pont-Tyweli. A-orin eus an Izelvroioù, ar bispidennoù-se a zo anavezet-mat dre holl Gembre hiviziken. Ur bemzek den bennak zo implijet e-barzh al labouradeg.

 En ti-moulañ Gwasg Gomer emañ un daou-ugent bennak a dud o labourat. Savet eo bet gant John David lewis e 1892, hag anavezet-meurbet eo e Kembre evit bezañ embannet leun a levrioù e kembraeg hag e saozneg. O paouez dilojañ emañ an ti-embann en ul lec'h ec'honoc'h war harzoù Llandysul.

gomer.jpg (36922 bytes)                 waffles.jpg (31620 bytes)

Gwasg Gomer                     Tregroes Waffles

 

Ur raktres all a zo war ar stern er mare-mañ, hini ur greizenn e vo savet telennoù enni, Telynau Teifi Cyf hec'h anv. Fardañ a ra Allan Shiers telennoù keltiek ha telennoù klasel abaoe 30 bloaz, e Capel Dewi an dek vloaz diwezhañ. Spi en deus treuzkas e skiant-prenet war ar sevel telennoù a-drugarez d'ar greizenn-mañ e vo 8 den eus ar vro da labourat enni. Sañset e vo kroget da sevel telennoù enni e miz Mae 2005. Ul lodenn eus arc'hant ar raktres a zo bet dastumet dre ar steuñv Objectif 1.

 A-fet deskadurezh eo liammet skol kentañ derez Llandysul (tro-dro 150 bugel) gant teir skol kentañ derez all ar c'hêriadennoù tro-dro : Capel Dewi (30 skoliad), Pont Sian (56 skoliad), Tregroes (24 skoliad). Ur skol gembraek eo skolaj-lise Dyffryn Teifi (tro-dro 600 skoliad). E Newcastel Emlyn, ur gêr a zo 15 km eus Llandysul, zo ur skolaj-lise (tro-dro 800 skoliad) e-lec'h ma vez kelennet e saozneg.

 

ecole_pont_sian.jpg (35676 bytes)

ecole_capel-dewi.jpg (26760 bytes)

Ecole_Tregroes.jpg (36534 bytes)

Skol "Pont Sian"

Skol "Capel dewi"

Sklol "Tregroes"


Ecole_primaire ll.JPG (36723 bytes)

lycée ll.JPG (30502 bytes)
Skol Llandysul Skolaj "Dyffryn Teifi"

Leun a douristed a ya da weladenniñ Llandysul a'r Fro. Deus Breizh-Veur e teu al lodenn vrasañ anezho a-benn profitañ eus ar maezioù hag eus ar mor (ur bemzek kilometrad ac'hann). Evit degemer anezho zo letioù, chedoù ha kambreier degemer a zo ivez. .

2002 Llangrannog.jpg (49128 bytes)                   vue llandysul.jpg (39651 bytes)

    Llangrannog                      Gwel war Llandysul

 

                                      Cymraeg                      Brezhoneg                     English                       Français