|
Yezhoù
keltiek eo ar brezhoneg hag ar c’hembraeg, o tont o-div eus yezh ar
Gelted a oa orin eus Kreiz Azia.
Meur a veuriad a oa e-touez ar Gelted, liammet gant ar yezh a reer keltiek
kozh pe hengeltiek anezhi hiziv an deiz. Dre bobloù all hepken e chom
roudoù anezho dre o skridoù diwar-o-fenn, Gresianed ha Romaned pergen.
E-tro
150 a-r J-K e teu ar Gelted d’ober o annez e Kreiz-Europa. Deus ar stêr-Roen
betek ar stêr-Donaw en em lede o zachennad. Met kenderc’hel a raint
d’en em astenn war-du ar C’hornôg.
Etre
800 ha 700 a-r J-K e ra ar C’houezeled o annez e Preden (Breizh-Veur
hiziv an deiz). Kaset int pelloc’h da Iwerzhon gant ar Vrezhoned e-tro
600 a-r J-K.
Deus
inizi Preden da veg an Donaw ha betek kompezennoù ar Pô en Itali. Padal,
pa grog Julius Kezar d’aloubiñ Galia, eus 58 da 50 a-r J-K, emaint
dreist-holl e Galia hag en inizi Preden.
Gant
emgann Alezia e 50 a-r J-K eo trec’h ar Romaned war ar C’halianed. Ur
c’hantved war-lerc’h en em laka ar Romaned d’aloubiñ Preden, hag
eno e chomint e-pad pevar c’hantved. Levezonet gant al latin e vo ar
yezhoù predenek hag ar galianeg. Amprestet e vo gerioù digantañ. Douaroù
a veze roet gant ar Romaned d’ar Vretoned graet ganto o amzer soudard.
Meur a Vreton neuze a reas e annez e bro Arvor.
|