Derou                      Izili

 An trao¨ sevenet gant ar cĺhuzul gevella˝

 

 Gevella˝  

Kŕrio¨ gevellet

Kembraeg-
Brezhoneg

Sevenadur

Liammo¨

Luc'hskeudenno¨

 

 

Deuet da veza˝ ofisiel ar gevella˝ etre Llandysul ha Plogoneg dre m'eo bet sinet ar garta d'ar 16 a viz Gouere 1988 ha d'an 20 a viz eost 1989. A-benn lakaat ar gevella˝ war wel eo bet staliet panello¨ e Plogoneg e 1989 hag e Llandysul e 1992. Anv Plasenn Llandysul a zo bet roet d'ur park otoio¨ dizanv e Plogoneg da-ge˝ver sinadur ar feur-emglev.


Panneau_jumelage.jpg (39354 bytes)    panneau_llandysul.jpg (40771 bytes)

E 1987 o deus kroget an eskemmo¨ etre an dud en oad, ha kement-se a vloaz da vloaz. Da vare dibenn-sizhun Fask ez a ar Blogonegiz da Llandysul, pa ya ar Gembreiz da Blogoneg da ge˝ver fest-noz ar c'homite gevella˝ d'ar sadorn diwezha˝ a viz Eost, pe da vare vaka˝so¨ an Holl Sent. Bep daou vloaz vez graet ar veaj.

Bep taol e vez savet roll an oberiantiz diwar un tem : diorren an armerzh, an endro, ar yezh, sevel Europa hag allů Evel-se o deus bet tro ar Gembreiz da vizita˝, e Plogoneg pe en trowardroio¨, un tiegezh bihan, ur formajerezh, koc'hu pesked ar Gelveneg, labouradeg HENAFF, Mirva Louzawouriezh Brest, da vont da brezegenno¨ ha diskouezadego¨ diwar-benn ar yezho¨ nebeut komzet, ar Yaouankiz hag an Europ, "Graet e Breizh"ů


2003 hennaff.jpg (40470 bytes)

Gweladenn an uzin HÚnaff- 2003

Tud Plogoneg o deus bet tro da vont da greizenn energiezh dre adnevezi˝ e Machynlleth, d'an Eisteddfod vroadel hag a zo ur gwir rakstal war sevenadur Kembre, da levraoueg vroadel Kembre, d'al liorzh louzo¨, d'ar stal-labour bravigo¨ aour hag arc'hant, en embregerezhio¨ Llandysul (labouradeg Tregroes Waffles, moulerien hag embannerien Gwasg Gomer). Selaou prezegenno¨ e-leizh o deus bet tro ivez, war an diorren padus hag ar programmo¨ Leader, Antur Teifi, Bodadeg Vroadel Kembre, Cymni Iaith Cyf (Aja˝s brouda˝ an embregerezhio¨ da ober gant ar c'hembraeg).


2000-3 botannique.jpg (57491 bytes)

Gweladenn al liorzh louzo¨- 2000

Ma kendalc'h tud zo da gemer perzh adalek ar penn kenta˝ ez eo peogwir ez eus liammo¨ gwirion a vignoniezh a zo bet skoulmet etre an div gumun hag ar familho¨. Hag an dra-se a vroud tud nevez da gemer perzh er gevella˝. Mignoned dreist-holl hag a-raok pep tra eo ar "ź c'hendirvi keltiek ╗, laouen d'en em gavet bep bloaz a-benn eskemm, lakaat o sevenadurio¨ da veza˝ anavezet gant ar re all, hag ober ar fest evel-just !


Abaoe an dero¨ e vez lakaet yaouankiz an div gumun da emellet er gevella˝. E miz C'hwevrer 1988 e teu 12 Kembreadez yaouank da dremen ur sizhunvezh e Plogoneg. Ha daou viz goude e oa o zro da zegemer o c'henseurt-ez-ed plogonegat. Ar bloavezhio¨ war-lerc'h e kendalc'ho an eskemmo¨-se etre ar grennarded. E-barzh ar jeu en em lak ivez skolaj-lise kembraek Llandysul o kinnig d'ar re a zo o teski˝ galleg mont da ober stajo¨ e stalio¨ ha skolio¨ Plogoneg.

1995 stagiaires.jpg (38740 bytes)

Stajidi 1995

E 1998 ha 1999, gant skoazell an ULAMIR (Unvaniezh Lec'hel evit an Anima˝ war ar Maez) ha Kreizenn Yaouankiz Ceredigion ez aozas ar c'homiteo¨ gevella˝ daou chanter evit ar re yaouank en div gumun. Evel-se e tesk ar re yaouank labourat a-stroll gant tud yaouank eus ur vro all. Servij ar gumuniezh e reont war un dro.Da skouer eo bet savet a-drugarez d'ar c'hampo¨ chanter-se un hent MTB (Marc'h-houarn Treuz Bro) ha kempennet un dachenn-c'hoari e Plogoneg, hag hento¨ da vont war droad ha banko¨ a zo bet aozet e Llandysul. Evel-just er beajo¨-se o deus bet d'anavezet ar gŕr c'hevellet gant o hini, ha da gaout dudi !

1998 camp chantier 98.jpg (38249 bytes)                                          1999 camp 2.jpg (46576 bytes)

  Kamp-chantier e Plogoneg- 1998                Kamp-chantier e Llandysul- 1999
           

Eus tu ar re yaouank zo bet kalz beajo¨ neuze, met un tamm muioc'h a amzer zo bet ezhomm evit sevel eskemmo¨ etre ar vugale. E miz Even 1991 zo deuet skolidi deus Llandysul da dremen un nebeud devezhio¨ e skolio¨ kenta˝ derez Plogoneg. Met ret e vo gortoz 10 vloaz c'hoazh a-raok e vije savet an eskemm da vat. 26 skoliad eus Llandysul ha Tregroes a zeu da Blogoneg e miz Even 2001 hag bloaz war-lerc'h eo 24 bugel eus skolio¨ Sant-Egoneg ha Sant-Albin az aio e miz Mae da Llandysul evit ar wezh kenta˝. Seblant a ra beza˝ stabil an eskemm da neuze hag e miz Even 2003 e teu en-dro skolidi Kembre da Blogoneg, pa'z a re Blogoneg e miz Even 2004 d'ober un tamm gwel da re Llandysul ha Tregroes.

 2001 ecolier.jpg (37285 bytes)                  2002-2 ecolier.jpg (45791 bytes) 

Skolidi Llandysul- 2001          Skolidi Plogoneg - 2002 

2003 ecoliers 2003.jpg (49701 bytes)                  2004 ecoliers.jpg (43154 bytes)

Skolidi Llandysul- 2003          Skolidi e Llandysul - 2004 


N'eo ket ar skolio¨ hag ar re yaouank hepken a zo dedennet gant ar pezh a c'heller ober gant ar gevella˝. Ar sport a zo war wel ivez. E miz Mae 1990 eo e tiegezhio¨ Plogoneg e vo roet bod d'ar c'hoarierien mell-droad yaouank eus Llandysul deuet da gemer perzh d'ar "Mondial Pupilles" e Ploveilh. D'ar memes mare ez a skipailh mell-droad Plogoneg d'un tournamant e Llandysul. War e roudo¨ ez aio ur skipailh all e 1994 a-raok degemer ar Gembreiz e 1995. An disoc'ho¨ : trec'h zo bet eus a bep tu, ha sur eo zo bet abadenno¨ bravoc'h goude ar matcho¨ !
        


1994 foot.jpg (47833 bytes)

C'hoarierien fobal Plogoneg ha Llandysul  1995

Graet eo bet ur c'hammed war-raok e 2001, gant ar Servij Europat a Youl vat (SVE) : Rhidian Jones, ur paotr eus Caerfyrddin, a zo chomet 10 miz e Plogoneg. Kemer a ra perzh e buhez ar vro, kinnig a ra bro Gembre d'ar Blogonegiz, deski˝ a ra Gourenů E-kerzh e raktres deus roet kentelio¨ saozneg d'ar skolidi, labouret gant an ULAMIR hag e kreizenn buhezi˝ Gwengad.


Gourenn.jpg (37421 bytes)

Rhidian o c'houren

E 2003-2004 eo aet Katell Pennaneacĺh, ur plac'h eus Plogoneg, da dremen 10 miz e Llandysul e-ser un SVE. En he fal e oa da groui˝ ul lec'hienn (an hini emaoc'h o viziti˝). A-benn anavezet gwelloc'h sevenadur, hengoun ha doare-beva˝ Kembre, eo en em lakaet e-barzh buhez skolio¨ kenta˝ derez Llandysul a'r Fro, Kreizenn Yaouankiz Ceredigion ha burev ź Llandysul a Phont-Tyweli ymlaen ╗. Desket he deus ivez Kembraeg hag a vez boaziet gant ar muianiver e Ceredigion, tapet ganti un A en arnodenn vroadel Kembraeg.

 

Katell.jpg (16598 bytes)

Katell o resev he zesteni kembraeg e-pad an Eisteddfod

A-hed ar bloavezhio¨-se, evit aesaat an darempredo¨, eo bet savet gant an daou gomite kentelio¨ da˝s digor d'an holl, ha kentelio¨ yezh ivez : saozneg hag un tamm kembraeg e Plogoneg, galleg hag un tamm brezhoneg e Llandysul. Evit arc'hantaoui˝ an eskemmo¨ eo bet aozet a bep seurt darvoudo¨ : c'hoari loto, marc'had trao¨ kozh, nozvezhio¨ krampouezh, festo¨-noz, nozvezhio¨ gwin ha formaj, kartenno¨ heto¨ pederyezheků

Abaoe 1992 e vez sikouret mat an eskemmo¨ etre an dud deuet gant an Europ. Abaoe an dero¨ e resev komite Plogoneg ur skoaziad arc'hant bloaziek gant an ti-kŕr. Gant Kuzul Kumuniezh Llandysul ivez e vez roet arc'hant evit ar gevella˝. Un tamm startijenn ouzhpenn a vez degaset da vuhez sevenadurel ar c'humunio¨ gant tout an oberiantizo¨-se. Krouet e vez liammo¨ etre an annezidi ha kevredigezhio¨ 'zo, ha dre-se e kejer gant tud nevez, en e gumuniezh ken koulz hag en hini gevellet ganti.

   Holl oberiantizo¨ ar gevella˝ a vloaz da vloaz 

 

                                      Cymraeg                      Brezhoneg                     English                       Franšais