Holl oberiantizoł ar gevellań

Amań e kavot an holl oberiantizoł kaset da benn e-ser ar gevellań. Ma fell deoc'h gouzout petra zo c'hoarvezet en ur bloaz resis, n'ho peus ken met klikań warnań.

1983

Ur c'homite da c'hortoz a zo savet e Llandysul a-benn lakaat ur gevellań war-sav.
Prezidant : Huw Bevan-Jones (betek 2001)
Sekretour : Philip Ainsworth
Teńzorerez : Eileen Curry

1985

Darempredoł kentań etre Llandysul ha Plogoneg.

1986

4 a viz Ebrel:

Sevel a ra Kuzul-kźr Plogoneg a-du gant ar gevellań.

17 a viz Ebrel:

« Emvod-meur » kentań gant an dud dedennet gant ar raktres. Un dregont bennak a dud a zo war al lec'h.

Gant un daouzek den bennak eo bet savet un teuliad a-benn kinnig Plogoneg da Llandysul. Diwar-se e vo embannet ur studiadenn arc'hantet gant ar skoaziad arc'hant kentań a vo roet gant an ti-kźr.

 

1987

Miz Ebrel:

Teuliad Llandysul kaset da dud Plogoneg.

Miz Mae:

Kinniget eo bet Llandysul d'ar c'huzul-kźr ha d'ar Blogonegiz.

26 a viz Mae:

Ofisiel e teu da vezań komite gevellań Plogoneg.
Prezidantez : Jaklin Pennaneac’h
Bez-prezidant : Denis Bernard
Sekretour : Marie-Isabelle Marzin, eil-sekretourez : Genevičve Le Bras

Teńzorerez : Monique le Bellac, eil-deńzorerez : Annick Bolou

10-12 a viz Gouere:

Beaj kentań 30 Plogonegad da Llandysul.

Fin miz Here:

Tro ar Gembreiz eo da zont e-pad un dibenn-sizhun hir e Plogoneg.

Gant ar beajoł kentań eo bet roet tro da bep hini da anavezet un tamm eus an div vro, hag un digarez d'ober eskemmoł sevenadurel gwirion : gavotenn ha dańs ar botoł-koad (clog dance e saozneg), laz-kanań eus Kembre ha  kan-ha-diskan, krampouezh ha kouignoł Kembre (Welshcake), levenez hag aergelc'h plijus… Lańset mat eo ar gevellań war an hent!
 

1988

Adal m'eo bet krouet ar gevellań eo bet don e sońj an daou gomite e oa ret broudań an eskemmoł etre ar re yaouank. Kaset da benn e vo er bloaz-se.

Miz C'hwevrer:

Kentań beaj 12 Kembreadez yaouank e Plogoneg ur sizhunvezh-pad.

Miz Ebrel :

An distro : 16 Plogonegad yaouank a ya da Llandysul.

16 a viz Gouere:

Un deiziad a bouez evit ar gevellań : kentań darn karta ar c'homite gevellań sinet e Llandysul. War al lec'h edo maer Plogoneg ha prezidant kuzul kumuniezh Llandysul, e-kerz ur veaj 3 devezh gant un daou-ugent Plogonegad bennak.

Adalek ar bloaz-mań e vo graet kentelioł saozneg e Plogoneg evit aesaat an darempredoł en eskemmoł o tont.

 

1989

11-18 a viz C'hwevrer:

15 Kembread yaouank e Plogoneg.

Ebrel:

14 Plogonegad yaouank e Llandysul.

20 a viz Eost:

Un deiziad all a bouez : an deiz-mań eo bet sinet eil darn ar garta e Plogoneg. Maer Plogoneg ha prezidant kuzul kumuniezh Llandysul a oa war al lec'h, a-gevret gant 75 Kembread deuet evit an abadenn. Un dervenn a Gembre a zo bet plantet en ur parklec'h e Plogoneg a oa paouez bezań badezet "Parklec'h Llandysul", evel arouezenn al liammoł-se. War vord hent Kemper, p'emeur o vont-tre e Plogoneg, eo bet staliet ur panell a-benn diskouez eo gevellet Plogoneg ha Llandysul a’r Fro.

1990

Miz Mae :

Ur miz troet war ar sport : ur skipailh mell-droad, ar veteranted hag o mignoned (51 den en holl) a ya da gemer perzh en un tournamant e Llandysul. An disoc'h : 10-3 evit ar Vretoned, dav e vo distreiń ur wezh all !

Degemeret e tiegezhioł Plogoneg eo bet ar Gembreiz yaouank da gemer perzh er Mondial Pupilles. Razhed koad Plogoneg (kleub mell-droad) ha komite gevellań eo hag o deus graet war-dro

1991

Kenderc'hel a ra ar c'homiteoł da vroudań an eskemmoł etre yaouankiz an div gumun, hag er bloaz-se e teuio evit ar wezh kentań skolidi deus Kembre e Plogoneg.

1-8 a viz Mae:

25 den yaouank eus Plogoneg ha Plonevez-Porzhe a ya da Llandysul.

1-2 a viz Even:

Skolidi Llandysul a zeu da weladenniń Plogoneg.

22-26 a viz Here:

Da heul beaj miz Mae eo tro da 48 Kembread yaouank d'ober anaoudegezh gant Plogoneg ha tro-dro.

1992

Miz Gouere:

Daou banell, unan a bep tu deus kźr-Llandysul, a zo bet staliet evit diskouez eo liammet Llandysul a’r Fro ha Plogoneg. Unan a zo war hent Caerfyrddin, an hini all war hent Cei Newydd.

30 a viz Gouere -3 a viz Eost:

Un tri-ugent Plogonegad bennak a ya da Llandysul hag ez eont d'ober un dro e Eisteddfod Vroadel Kembre en Aberystwyth.

24-27 a viz Here:

Daou-ugent Kembread a dremen un dibenn-sizhun e Plogoneg.

1993

Er bloaz-se e vo staget gant ar c'hentelioł dańsoł Breizh e Plogoneg.

Ebrel:

 Div Gembreadez yaouank a zeu d'ober ur staj ur sizhun pad e Plogoneg.

1994

7-16 a viz Ebrel:

An taol-mań eo 8 stajiadez eus Kembre a zo deuet da Plogoneg. Labourat er skolioł hag er stalioł kenwerzh.

28 a viz Ebrel 5 a viz Mae:

14 krennard eus Plogoneg a ya da chom ur sizhunvezh-pad e Llandysul.

12-15 a viz Mae :

33 sportour eus Plogoneg a chom ur pennadig e Llandysul.

1995

Fin miz Eost:

75 Kembread, 20 c'hoarier mell-droad en-o-zouesk, a chom e Plogoneg e-pad un dibenn-sizhun hir. An taol-mań e vo trec'h ar Gembreiz war ar Vretoned, div wezh da heul (6-2 ha 4-2).

Stajoł zo e Plogoneg atav hag ar bloaz-mań e teu dek Kembreadez.

1996

5-8 a viz Gouere

53 Blogonegad a gemer perzh er festival a zo bep bloaz e Llandysul. Dibunań e dilhad breton o deus graet e straedoł Llandysul, evel en un eured.

1997

31 a viz Eost 
4 a viz Gwengolo:

An eskemmoł a gendalc'h o red hag eo tro da 50 Kembread da zont da Blogoneg, gweladenniń an trowardroioł, bourrań ar fest-noz, ar c'hrampouezh ha kement zo...

1998

Miz Mae :

Evit lidań 10 vloaz ar gevellań gant o mignoned eus Kembre e ya 82 Blogonegad da Llandysul.

27 a viz Gouere - 10 a viz Eost:

Gant skoazell ULAMIR e Bro Glazik (Unvaniezh Lec'hel an Animań war ar Maez) ha Kreizenn Yaouankiz Ceredigion eo bet aozet ur c'hamp chanter gant komite gevellań Plogoneg. A-gevret e vo kempennet un hent MTB (Marc'hoł-houarn Treuz Bro) ha kempennet un dachenn c'hoarioł e Plogoneg gant 9 Kembread yaouank ha 12 Breizhad yaouank.

1999

Miz Eost:

Ur c'hamp chanter all a zo bet aozet gant skoazell Kreizenn Yaouankiz Ceredigion hag an ULAMIR, e Llandysul ar wezh-mań. 10 Plogonegad yaouank a zo aet da labourat gant 14 Kembread a-benn kempenn hentoł bale ha sevel bankoł koad, war vord ar stźr e Llandysul.

Fin miz Eost:

75 Kembread a zeu da lidań 10 vloaz ar gevellań e Plogoneg.

2000

Miz Even:

 Ur strollad Plogonegiz e Llandysul.

2001

Ur bloavezh leun a labour evit ar gevellań. Ar bloaz-se eo e vo krouet ar Servij Europat a youl vat (SVE) e Plogoneg

Miz Even:

26 skoliad eus Llandysul ha Tregroes a zeu da weladenniń Plogoneg.

Miz Gouere:

Plogonegiz zo bet pedet gant Llandysul da gemer perzh e festival ar boued evit fardań krampouezh. Berzh o deus graet, kement hag int chomet peget ouzh o filligoł hep sellet ouzh peurrest ar fest !

Miz Gwengolo:

 

Kroget SVE Rhidian Jones evit ur bloavezh e Plogoneg. Labour gant an ULAMIR, ar skolioł kentań derez, kreizenn buheziń Gwengad ha prezegennoł diwar-benn Kembre evit tud Plogoneg.

Fin miz Eost:

Ar Gembreiz e Plogoneg.

2002

28 a viz Ebrel - 5 a viz Mae:

Evit ar wezh kentań e ya 24 skoliad eus Plogoneg d'ober anaoudegezh gant bro-Gembre.

8-11 a viz Mae:

Da heul ar vugale eo aet 55 Plogonegad da Llandysul.

28 a viz Here:

Laz-kanań « Mouezh Paotred Breizh » e iliz Plogoneg gant kor paotred Kembre «A’r Ol Tri». 250 den bamet.

2003

Miz Even:

Ur sizhun e Plogoneg 26 skoliad eus Llandysul ha Tregroes.

Miz Gwengolo:

Un SVE all, e Llandysul an taol-mań, gant ar pal krouiń ul lec'hienn Internet diwar-benn ar gevellań hag an div gumun ('maoc'h warni, dres !). Evit mont war-du ar pal e chomo 10 miz Katell Pennaneac’h o kemer perzh er vuhez mod Kembre pa vefe er skolioł, er burevioł pe c'hoazh er c'hoariva, e Kreizenn Yaouankiz Ceredigion hag o komz diwar-benn Breizh da dud Llandysul a’r Fro.

24-28 a viz Here:

Un hanter-kant Kembread bennak e Plogoneg.

2004

Dalc'hmat war al lańs, ha leun ha startijenn!

20-23 a viz Mae:

Un dri-ugent Plogonegad bennak e Llandysul, lod anezho evit ar wezh kentań.

20-25 a viz Even:

45 skoliad eus Plogoneg, 30 eus skol Sant-Egoneg ha 15 eus Sant-Albin, d'ober troioł e Llandysul hag e Kreizenn ar Yaouankiz (Gwersyll yr Urdd) e Llangrannog.

 

                                      Cymraeg                      Brezhoneg                     English                       Franēais