Beaj 

bugale-skol Llandysul ha Tregroes 

'ba Plogoneg 

19 - 22 a viz Mezheven 2005

 

Ma'z e oa dav dibab daou c'her evit displegañ ar beaj e vefe sur a-walc'h joaius ha heoliet. "Adarre?" emezoc'h... Ya 'vat. Mat e oa an darempredoù etre bugale an div vro ha dibabet en deus an heol bezañ 'barzh ar jeu evit pep beaj war a-seblant. Gwell a-se, plijusoc'h e vez ar beajoù e giz-se. Greomp bizig-krogig evit fin miz Eost...

Petra a zo bet graet gant ar vandennad bugale-se (22 o tont eus Llandysul ha 2 eus Tregroes hag o 7 ambrouger 'ba Plogoneg e-pad pevar devezh? Respont: Ur bern traoù!

Goude bezañ bet erruet diwezhat d'an derc'hent ha kousket gwall nebeut 'ta o doa kanet d'ar Sul mintin 'barzh iliz Plogoneg, a-raok ha goude an oferenn, evit brasañ plijadur ar barrezianiz a oa aze.

devant_église.jpg (42542 bytes)

 

Degemeret e oant bet da c’houde ‘ba Lopeo gant tud kuzul gevellañ Plogoneg o deus graet krampouezh dezho. Gant tommder an heol hag ar piligoù e oa plijus an aezhennig d’ar gamprouzherien. Bet e oant bet e “Odet Loisirs” goude merenn: pont ar marmouzed, frammadur-c’hwezh, beloioù, mil-hent-dall... Pep a blijadur.

pont singes.jpg (36241 bytes)     str_gonflable.jpg (37528 bytes)     vélos.jpg (35096 bytes)     balançoire.jpg (41754 bytes)

tobogan.jpg (31260 bytes)     tourniquet.jpg (35050 bytes)

 Bet e oant bet en-dro e Mahalon neuze, e-lec’h ma oant o chom e-pad ar pevar devezh.  

 En em gavet asambles o doa bugale Plogoneg ha re Vro Gembre d’al Lun, re Dregroes gant re Sant-Alc’houen ha re Llandysul gant re ar vourc’h.

arrivée car.jpg (35014 bytes)     arrivée.jpg (29976 bytes)    accueil.jpg (35085 bytes)

A-bep seurt traoù o deus graet asambles a-hed an devezh: fardañ boued (krampouezh, kouign-avaloù, meskaj-frouezh, “krumbles”)...

galette.jpg (20355 bytes)

... ha c’hoari (loto, “tek”, redadegoù a bep eil...), 

thèque.jpg (28228 bytes)     relai 1.jpg (35125 bytes)     relai 2.jpg (46745 bytes)

... peadra d’ober anaoudegezh gwelloc’h ha da greñvaat an darempredoù etrezo. Ur gwir plijadur e oa gwelet ar strolladoù o veskañ hag ar vugale o klask komz an eil gant egile.

groupe2.jpg (35097 bytes)

 

Un devezh war ar maez e oa bet ar Meurzh evit an div skol. Bugale Tregroes a oa bet ‘ba Kemper gant re Sant-Alc’houen o tizoloiñ un tamm eus istor ar gêr. Bugale Llandysul o doa adkavet re skol Sant-Egoneg ‘ba Douarnenez. 

Stank ha fonnus eo bet an traoù graet ganto: gweladenniñ mirdi ar bagoù hag un nebeud bagoù,

musée2.jpg (39345 bytes)     musée3.jpg (32880 bytes)     musée.jpg (30239 bytes)     musee bateau.jpg (34308 bytes)

... pik-nik e park dudi ar Plomarc’h,

picnic.jpg (41905 bytes)     picnic2.jpg (43881 bytes)     picnic3.jpg (33860 bytes)     picnic4.jpg (44565 bytes)

baleadenn war an aod ha c’hoarioù ha distenn war draezhenn ar Ris. Plijet eo bet ar vugale koulz hag an ambrougerien gant an devezh kaer-se dindan an heol.

plage.jpg (29751 bytes)    plage2.jpg (35675 bytes)

Ha diouzh an noz e oa bet profet ur pred d’an holl gant kerent skolidi Sant-Egoneg ha tud ar c’huzul gevellañ. A-raok e oa bet kinniget un abadennig gant ar vugale ha diouzhtu war-lerc’h e oa bet roet profoù gant skol Sant-Egoneg hag ar c’huzul gevellañ da g/Karol ha Wat a-benn lidañ bloavezh diwezhañ o c’harg renerezh skolioù kentañ derez Tregroes ha Llandysul. Trugarekaet e oant bet ivez evit al labour o deus graet a-benn seveniñ ar beajoù-skol etre an div gêriadenn.

soirée.jpg (35423 bytes)   soirée2.jpg (26950 bytes)   soirée3.jpg (29854 bytes)   soirée4.jpg (29480 bytes)

An holl tud a oa bet o tebriñ war-lerc’h: digor-kalon, “salades variées”, kig moc’h ha gwastilli c’hwek an eil gwelloc’h eget egile war a-selant... Peadra da cheradiñ! Met pa oa poent mont kuit e oa un tammig trist ar vugale. Ar mare diwezhañ asambles e oa evito ar bloaz-mañ...

  

D’ar Merc’her vintin e oa bet ar Gembreiz oc’h ober prennadennoù ‘ba Kemper. Er Gelveneg e oant bet goude merenn evit gweladenniñ kreizenn Haliotika hag ar c’hoc’hu pesked. Displeget e oa bet dezho doareoù disheñvel da besketañ er Gelveneg gant un heñcher, hag ivez diskouezhet meur a vag hag a besk disheñvel... Tro o doa bet da welet ar bagoù o tont en-dro er porzh hag o tiskargañ ar pesked. Displeget e oa bet dezho petra a oa ar c’hoc’hu pesked, da betra e servije ha penaos ez ae en-dro.

haliotika.jpg (45148 bytes)   criée.jpg (37366 bytes)   

Bet e oant bet en-dro e Kreizenn Mahalon e-lec’h m’o doa paket o malizenn goude bezañ debret ur pred a-feson. Dav e oa dezho bezañ prest da vont kuit an deiz war-lerc’h da c’houlou-deiz.

 adultes.jpg (51315 bytes)

Plijet eo bet ar gembreiz gant ar veaj. Dizoloet o deus ar c’horn-bro hag o deus bet tro da gejañ bep gant e ziskriver eus Plogoneg. Ha bugale Plogoneg a zo bet laouen-tre ivez d’o anavezout. Ha pa vefent eus amañ pe eus a-hont eo bet seven ha plijus-tre an holl skolidi: strivoù o deus graet evit daremprediñ an eil gant egile. Ken gwir hag e oa diaes a-wechoù gouzout piv a oa deus Bro Gembre ha piv a oa deus Plogoneg! O welout bugale Plogoneg o redek war-lerc’h karr-boutin ar Gembreiz a-benn d’o c’himiadiñ c’hoazh e komprener splann n’eo ket bet ar yezh ur gudenn: deuet int a-benn da dremen a-us hag ur vignonezh a wir galon zo bet ganet etrezo!

 Dav e vo gortoz daou vloaz bremañ a-raok n’ez aio bugale skol Plogoneg da Vro Gembre. Marteze o do tro un nebeud anezho da welet en-dro hini pe hini e-pad beajoù an dud “en oad”.

 

Pob hwyl ! Kenavo !

 

 

                                      Cymraeg                      Brezhoneg                     English                       Français