|
Ur
sizhunvezh o deus tremenet 12 krenard e Llandysul gant Katell Pennaneac’h
ha Maëlle Ar Floc’h.
Ar veaj kontet gant Soazig
:
Treuzet
hon eus Mor Breizh diouzh an noz evit bezań e Llandysul goude
kreisteiz.
Deuet eo un strolladig tud da zegemer
ac’hanomp. Un nebeud anezho o deus drebet koan ganeomp.
E-pad ar pred ez eus bet tro d’ober anaoudegezh an eil
re gant ar re all. Ar merc’hed a oa Celia, Cindy, Claire, Lena, Maeva,
Marion ha Soazig hag ar baotred Adrien, Alain, Geoffrey, Sylvain ha
Valentin . Ur c’hoari evit dizoleiń ar geriadenn zo bet kinniget
deomp an deiz warlerc’h. Bet omp bet o weladenniń mirdi ar c’horacle ha
c’hoariet hon eus melldroad gant ar re yaouank distro eus ar
menezioů. Ur prantad karting farsus kenań en deus lakaet ac’hanomp da
gavout berr an amzer. Evel-just bep a bep eil eo bet graet war-dro an ti
hag ar boued. Deuet eo ivez Rhidian Jones, anavezet mat e plogoneg, da
welout ac’hanomp gant yaouankiz ar vro, un digarez da ganań ha da seniń
gitar. En ur zont en dro omp chomet a-sav e mirdi Sant Fragan e-kichen
Kerdiz. Tremenet eo buhan ar sizhunezh, re vuhan zoken. Plijout a
rafe deomp degemer re yaouank Llandysul bremań. Trugarez vras
da gKatell ha Maëlle.
|