|
Un hanter-kant a Blogoniz o deus lestret war ar « Bont
‘n Abad », ur ferry iskis koefet gant ur siminal uhel… Goude bezañ bet
treuzet ar mor disoursi int erruet da
Gardiff
evit tremen an nozvezh kentañ war Douar Bro Gembre, e leti « Ibis Gate »,
peadra d’en em gavout yac’h-pesk ar mintin war-lec’h. Digouezhet eo ar vandennad e Llandysul a-raok an
eur rakgwelet gant ar Gembreiz. Seurt darvoud n’eo ket c’hoarvezet alies
e istor ar Gevellañ… Hogen kudenn ebet ! Nemet un digarez da straniñ e
straedoù Llandysul… pe da vont d’evañ ur banne e Pub Pont-Tyweli, e tu
all ar bont, da larout eo er « Camarthen Shire », stok d’ar « Ceredigion
Shire », hini Llandysul.

Tout an dud a zo en em gavet da greisteiz er Pozh
Hotel tro-dro d’ur “c’hawl” a zigemer (pred engounel a vro Gembre : kig
soubenn a vez debret gant fourmaj-laezh ha bara-amanenn !). Goude boued
ar c’horf, boued ar spered :
Allan
Shiers,
farder telennoù, ‘n eus graet ur brezegenn diwar-benn istor e stal, a zo
bet sikouret gant Europa ( ERDF) evit en em staliañ e skol kozh
Llandysul, e lein ar vourc’h. E miz mae 2004 dija, e oa bet kelaouet ar
Blogoniz war ar raktrez-se.

Da heul ar brezegenn eo bet gweladennet ar stal,
deuet da vezañ ur gwir embregerezh anvet
TELYNAU TEIFI (Telennoù an Teifi). E-pad 30 bloaz ha
muioc’h memes, ‘n eus graet Allan kantadoù a binvioù en ur mod artizanel.
C’hoant ‘n eus bet brasaat ar produiñ, oc’h implij an teknologiezhioù
nevez, en ur chom aketus memestra d’ober labour mat.
E bal a oa bevaat ar boaz da c’hoari telenn e Bro Gembre, “Bro
an delenn”. Telennoù “Telynau Teifi” a zo solut ha fiziapl, rak an
danvezioù a zo dibabet aketus-kenañ.
Seniñ a reont sklaer, heson ha tomm. Pep hini a zo bet gouest d’en em
gendrec’hiñ o spinañ ar c’hordennoù hud, pe, suroc’h, o selaou
Helena Lewis
o c’hoari, da gentañ er stal, ha goude, er “porzh-skol”. A-raok en em
guitaat, war-zigarez kaout un tañva eus an deiz war-lec’h, eo bet
kanet ar “Bro Gozh” gant ar Gembreiz hag ar Vretoned a-unvouezh dihan
heol tomm Llandysul…
War dro 17e e oa poent mont da bakañ ar valizennoù chomet fur er
c’harr-boutin ha da gejañ gant ar familhoù ostiz evit tremen un
abardaezh sioul ganto.
Digouezhet ar
sadorn,
deiz bras an
EISTEDDFOD,
fardet evit ar wech kentañ gant hor mignoned diwar patrom Eisteddfod
Bras Bro Gembre a vez aozet bep bloaz e-pad sizhunvezh kentañ miz Eost
en ur gêr disheñvel bep tro. Ur gouel sevenadurel ramzel eo an
Eisteddfod. Kinnig a ra abadennoù sonerezh, kan, lazhkan evel just,
barzhoniezh, dañs, diskouezhadegoù a bep seurt, standoù. War bep
dachenn, ouzhpenn, ez eus kenstrivadegoù, hag un enor bras eo bezañ
e-touez ar re gentañ. Pakañ enor ne oa pal Eisteddfod Llandysul… met
kentoc’h eskemm evit ar blijadur.
Pleustradeg
diouzh ar mintin hag
arvest
war al leurenn vras e-pad an endervezh : kan, barzhoneg, yezh, dañs,
skoulmoù martolod, keginañ, renkañ bleunioù (pik-nik fonnus etre an
daou !).
Twm
Morus,
ur barzh brudet e Kembre, ‘n eus renet an abadenn war al leurenn. Bevet
‘n eus eñ dek vloaz e Breizh war-zu Douarnenez ; en e vleud e oa e
brezhoneg, hag e galleg ivez (neubeutoc’h !). Disoc’h an eskemmoù-se :
ar Vretoned o deus « trec’het » a drugarez d’un notenn iskis, gounezet
ganto evit ar c’han : 12 war 10 !
Da 19e30 en em gavas an holl er « Sal Tysul », sal ar gumun,
evit an abadenn noz :
lid degemer, friko, Jak Y Do…
Katell Pennaneac’h,
prezidantez kuzul gevellañ Plogoneg, tremenet ganti dek miz e Llandysul
e-giz “stajerez yaouank Europa” ha desket kembraeg e-keit-se, a zo bet
gouest da dreiñ e galleg, war ar prim, prezegenn
Moelwen Gwyndaf,
prezidantez kuzul Llandysul, ar pezh ‘n eus frommet meur a hini… Gant
ar wastell “deiz-ha-bloaz” eo bet lakaet da gaout soñj e oa bet kroget
an darempredoù kentañ etre an div gumun ugent bloaz en a-raok, e 1986.
Tro-dro d’ar wastell, an holl
brezidanted
abaoe an deroù :
Huw Bevan Jones, Moelwen Gwyndaf, Jaklin Pennaneac’h, Jean-Luc Renévot,
Katell,
ha maer Llandysul,
Brian Teifi.
Ha peogwir e oa bet desket d’ober krampouezh en Eisteddfod, profet eo
bet d’ar Gembreiz… ur bilig ! E-pad ehan-arvest Jak Y Do, ar
“strollad-kan” Plogoneg, krouet evit prientiñ ar veaj, ‘n eus lammet war
al leurenn, heuliet gant un Twm Morus dispont. Kanet o deus gant kalz a
birvidigezh !

Sul 30 : mintinvezh ha merenn gant an ostizi. Da 15e e oa deuet poent
kimiadiñ ha mont en-dro gant an hent davet Plymouth, ar “Bont ‘n Abad”
(nozvezh war ar vag), ha Plogoneg d’ar c’hentañ a viz mae, diouzh ar
mintin.
POB HWYL ! KENAVO ! |