|
Brav
kaer e oa an amzer pa oa erruet an 21 Kembread (15 c’hoarier, 5
ambrouger hag ar bleinier) ‘ba Kemper d’ar Gwener 26 a viz Mae. Bet
e oant bet da weladenniń Kemper e-pad an devezh (pe da ziskuizhań… Dija?)
a-raok mont da zebriń diouzh an noz, er Relais du Nevet ‘ba Plogoneg, gant tud ar c’huzul gevellań. Goude ur pred a feson e
oant bet asambles en davarn « Le Baladin » evit echuiń an
noz.
War an draezhenn e oant bet d’ar Sadorn mintin. Pas
kalonek (pe sot) a-walc’h evit mont da neuial e oant bet o redek memes
tra. Bet e oant bet o pourmenn ‘barzh streadoů Douarnenez a-raok dont
en-dro da Blogoneg evit ar match kentań, da 5 eur abardeiz, a-enep
c’hoarierien mell-droad « Kizhier-koad » Plogoneg.

Daoust
bezań un nebeud tud o c’halonekaat anezho ne oa ket aet ar maout gant
tud Llangrannog. 2-0 e oa kont ar poeńchoů evit Plogoneg. A-drugarez
d’ar c’hont-se e oa aet ar maout gant tud barrek kenań war ar fobal
( ;-) ) evit konkour “pronostikoů”. Un
nebeud banneoů bier war-lerc’h e oa bet kinniget
ur
pred digor d’an holl gant ar c’huzul gevellań, er sal
sosial-ha-kulturel.


Profoů a oa bet roet da bep skipailh...

...
ha ho pizioů d’an dud diouganet mat ganto disoc’h ar c’hrogad (en
o zouez
ur
c’hoarierien eus skipailh mell-droad Llangrannog… realism pe ziouer
a fiziańs ?). Goude
ur
pred fonnus ar boued
koulz hag ar blijadur o doa gallet Delphine ha Johann Baladin servij
pintadoů bier all ‘barzh gwerennoů bet prenet a-ratozh-kaer evit en
degouezh.
Goude
bezań bet o weladenniń Lokorn e oa yac’h-pesk ( ???)
ar C’kembreiz evit c’hoari en-dro enep Kizhier-koad Plogoneg.




Ne
oant ket deuet a-benn da c’hounit, maleürusamant evito, ha kollet o
doa 2-1 daoust bezań bet tutaet Mickaël Bolou un nebeud munutennoů a-raok
ar match evit erlec’hiań Aled a oa bet gloazet.

Goude
bezań bet er Baladin...


....
e oa bet kinniget ur « barbekiou » e Lopeo gant ar
Gizhier-koad evit reiń boued d’an dud-se naon du ganto. Goude ur pred
mat e oa bet embannet resultajoů eil konkour « pronostikoů »
hag ivez konkour ar « string » bravań (Brav
Richard !).

Ar
c’harr-boutin bihan en doa kaset ar c’hoarierien da gendalc’h gant
an noz er Baladin e-lec’h ma oa bet eskemmet profoů.

Peurechuet
e oa bet an nozvezh gant an holl (nemet gant ar
paotr gloazet hag ar re e oa skuizhder warno) er voest-noz
« ar Veilh ».
Aet e oant kuit d’ar gęr d’al Lun goude merenn goude un
nozvezh re verr, unan ouzhpenn, hag un nebeud prennadennoů. Laouen e
oant, met erruet skuizh marv…
Gant
kalz a blijadur e oa tremenet ar chomadenn. Ar vignoniezh a zo er
gevellań-mań a oa aze ivez e-pad an dibenn-sizhun. Ar C’hembreiz a
oa plijet tre gant an degemer ha tud Plogoneg a oa laouen degemer tud
ken mat o imor ha ken dichistroů.

An holl a zo plijet gant an dibenn-sizhun war a-seblant. Met
c’hoarierien mell-droad Plogoneg ne oant ket bet gwellet kalz estreget
war an dachenn-fobal, siwazh ! Ar C’hembreiz a c’hortoz anezho
e Llangrannog e 2006 laouen memes tra
Ar
re o doa lakaet ar vell da vont e-barzh ar buk :
D’ar
Sadorn : Nicolas Bozec et Pricilien Faveaux
D’ar
Sul : Florian Coustan evit Plogonec ha Chris Pulman (pe
Gari Pwyll hervez an dud ;-) ) evit Llangrannog.
Un
nebeud trugarekadennoů :
Da
dud stalioů Plogoneg ha Kemper a zo bet brokus : Gant ar profoů
roet ganto eo bet posupl aozań ur c’honkour « pronostikoů »
evit pep match.
Da
z/Delphine ha Johann Baladin evit an degemer a wir galon graet ganto
d’ar C’hembreiz hag ivez evit bezań o ambrouget betek goulou-deiz,
war henchoů breskenn an noz.
Da
Annik ha Jean-Pierre Bolou evit bezań oambrouger da weladenniń ar
c’horn-bro e-pad an devezh
D’an
holl tud hag a zo deuet da galonekaat ar c’hoarierien, da sikour evit
ar predoů, hag a zo deuet … ha tra ken.

Komzoů
an eil hag egile :
Johann,
paotr e c’hwitell evit an eil match :

Spered
mat a oa gant ar c’hoarierien. Amiapl eo chomet ar match daoust m’eo
bet kaletoc’h un tamm c’hoari ar Gembreiz. Spontet vezent bet a-wechoů
pa vezen o c’hwitellań peogwir n’eo ket ken strik ar reolennoů
c’hoari du-se.
Ian
ap-Dewi, kadoriad
kleub mell-droad Llangrannog :

Plijus
kenań eo bet ar veaj evit an holl daoust deomp chom hep bezań gounezet
match ebet. Dleet o dije ar Gembreiz bezań lakaet aliesoc’h ar vell
‘barzh ar buk, met skuizh-marv e oant !
An
degemer a oa fiskal. An akiperezh evit ar sportoů a zo mat kenań ‘ba
Plogoneg ! Plijout a rafe deomp degemer strollad mell-droad
Plogoneg er bloaz a zeu. Ar wech-se e vo hor c’hoarierien gwellań
ganeomp. N’int ket deuet a-benn da zont da Blogoneg er bloaz-mań.
:-)
C’hoarierien
mell-droad Plogoneg :

Chichant
tre e oa. Mat e vefe ober traoů e-giz-se aliesoc’h. Laouen omp da
vezań c’hoariet ha prest omp da vont du-se. Gwelloc’h e oamp sur a-walc’h
war an kaderezh, met kreńvoc’h ar startijenn gant ar Gembreiz. Evit
an eil match e oa un hanter eus skipailh Plogoneg n’en doa ket
c’hoariet d’ar Sadorn.
C’hoarierien
mell-droad Llangrannog :

Laouen
kenań omp. Plijadur e-leizh hon eus bet met skuizh-marv omp bremań !
Marteze ez eus bet re a vanneoů bier…;-). An akiperezh evit ar sportoů
a zo kalz gwelloc’h ‘ba Plogoneg ! Disheńvel eo c’hoari amań,
n’omp ket boazet da vezań gant un treedeg ken strikt. Met mat e oa
pep tra. Prest omp da zont en-dro. N’eo ket bet kalz a eskemmoů etre
an daou skipailh, siwazh ! An degemer a oa fiskal, koulz hag ar
boued, ar bier hag ar gwin !
Deuet
omp amań e vakańsoů, etre mignoned.
Un
evezhiadenn ouzhpenn gant Aled, ar paotr gloazet :
Servijoů
ar prederiań zo efedus-tre e Bro C’hall !
Bleinier ar c’harr-boutin bihan :
Paotred
vat int, sioul a-walc’h int er c’harr-boutin. Gwelet e vez diouzhtu
int mignoned. Amiapl int.
Tud
ar c’huzul gevellań :
Plijadur
a zo bet e-pad an dibenn-sizhun a-bezh. Pep tra a zo bet tremenet mat.
Siwazh, n’eo kt bet gwelet nemet ar re a zo e karg eus kleub
mell-droad Plogoneg e-pad an abadennoů-noz, ha ket ar c’hoarierien.
Met prest omp d’aozań
ur
« veaj-distro » e 2006 memes tra.
Tud
e karg eus Kizhier-koad Plogoneg :
Tremenet mat ar gejadeg. War ar memes live e oa an daou strollad. Div wech
eo aet ar maout gant Plogoneg, met kenkoulz e vefe aet gant Llangrannog.
Dipitus eo un tammig pas bezań gwelet c’hoarierien Plogoneg e-pad an
abadennoů noz. Prest int memes tra da vont du-se ha ni ivez. Ne
chom nemet da zibab un deiziad.
Neuze,
paotred ! Skuizh marv e oac’h war a-seblant. Kerzhit da
ziskuizań bremań ha ken ar wech all, e Llangrannog e 2006 !
Pob
hwyl ! Kenavo ! |